Élisa (film)

Élisa zo ur film gall, sevenet gant ar filmaozour gall Jean Becker e 1994.

Fichenn deknikel

An danvez

Da noz an Nedeleg ec'h en em lazh Élisa, aet he gwaz diouti, o lezel he merc'hig Marie war he lerc'h. Desavet eo houmañ en un emzivati : ne bad-hi ket gant ar c'hoant da adkavout an tad-mañ a zo pennkaoz da varv he mamm, hervezi. Lakaet en he soñj e lazhañ ec'h en em gav Marie gant he zad war Enez Sun : kollet-net an den ha ken gwalleürus ha hi. Tostaat a ra eñvor Élisa an tad ouzh e verc'h hag int da loc'hañ gant ur vuhez nevez.

Roll ar gomedianed

  • Vanessa Paradis : Marie,
  • Gérard Depardieu : Jacques Desmoulins, pe Leibovich,
  • Clotilde Courau : Solange,
  • Sekkou Sall : Ahmed,
  • Florence Thomassin : Élisa,
  • Michel Bouquet : Samuel,
  • Olivier Saladin : Kevin,
  • Philippe Léotard : ar butuner sigaretennoù Gitanes,
  • Werner Schreyer : ar bleiner,
  • José Garcia : treizhad an taksi,
  • Firmine Richard : pratikez ar PMU/an itron titich,
  • Catherine Rouvel : Manina,
  • Melvil Poupaud : mab an apotiker,
  • Bernard Verley : an embreger,
  • Reine Barteve : ar vamm-gozh,
  • André Julien : an tad-kozh,
  • Gérard Chaillou : Claude Chapelier,
  • Alfred Cohen : dalc'her al leti,
  • Jordanne Dridi : ar ruzikerez.

Goproù

Ur gopr a voe tapet gant Élisa da-geñver lid ar Césars e 1996 :

  • gwellañ sonerezh, bet deroet da Zbigniew Preisner, Serge Gainsbourg ha Michel Colombier (marvet e oa bet Gainsbourg d'an 2 a viz Meurzh 1991 ha deuet er-maez e ganaouenn Élisa e 1969).

Liammoù diavaez