.22 Long

Arabat eo droukveskañ gant .22 Long Rifle.
.22 Long
Skeudenn ar pennad .22 Long A gleiz da zehou :

.22 Long - .22 Long Rifle - .22 Magnum

Doare
Kalibr .22 / 5,56 mm
Doare douilhez bourled
Doare skeiñ war an dro
Bro orin Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Muzulioù
Ø bannadell 5,56 mm
Ø kolier 5,7 mm
Ø korf an douilhez 5,7 mm
Ø strad 7,1 mm
Tevder ar strad 1,1 mm
Hirder an douilhez 15,6 mm
Hirder ar gartouchenn 22,6 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell 2 g
Tizh o vont e-maez V0 316 m/s
Energiezh ar vannadell 91 J
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

An .22 Long zo ur munision armoù-tan hiniennel savet e 1891 e Stadoù-Unanet Amerika. Un adstumm hiroc'h e zouilhez eo eus an .22 Short ijinet er bloavezhioù 1850 gant Smith & Wesson evit o revolver kentañ. Produet e vez c'hoazh hiziv an deiz gant poultr modern hep moged, ha n'eo ket poultr du evel ma oa en XIXvet kantved.

.22 Long ha .22 Long Rifle

Ar gartouchenn .22 Long Rifle zo deveret eus an .22 Long : muzulioù o douilhezioù zo heñvel, met hiroc'h ha ponneroc'h eo boled an .22 Long Rifle (40 greunenn, war-dro 2,8 gram) evit hini an .22 Long (29 greunenn, war-dro 2 gram).[1] An div gartouchenn a c'hall bezañ kambret en armoù modern .22 LR, met ne vo ket a-walc'h galloud unan .22 Long evit lakaat gwikefre un arm damaotomatek da vont en-dro peurliesañ.

Daveennoù

  1. (en) HAWKS Chuck, The .22 Short, .22 Long and .22 Long Rifle (lennet d'an 18/05/24)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan