.fr
.fr zo un anv domani a live kentañ war an Internet evit Bro-C’hall. Ouzhpenn 3 milion a lec'hiennoù internet a implij an anv domani-se e 2016.
Istor
Krouet e oa bet an anv domani .fr e 1986. Meret eo ar .fr gant ar gevredigezh c'hall Afnic, ar gevredigezh a ra ivez war-dro an anvioù domani .re evit Enez ar Reünion, .tf evit Douaroù Aostral hag Antarktikel Frañs, .wf pour Wallis ha Futuna, .yt evit Mayotte ha .pm evit Sant-Pêr-ha-Mikelon.
E 1996 eo posupl prenañ an anv domani .fr gant an embregerezhioù pe ar c'hevredigezhioù hag a zo gouest da brouiñ o anv dre ur baperenn Kbis pe un disklêriadenn er prefeti.
E 2004, n'eo ket mui ret prouiñ anv an embregerezh pe ar gevredigezh.
D'an 20 a viz Even 2006 eo digor d'an holl dud gour o chom e Bro-C’hall prenañ un anv domani .fr.
D'an 18 a viz Meurzh 2010 eo digor d'ar C'hallaoued o chom er-maez deus ar vro.
Abaoe ar 6 a viz Kerzu 2011 eo posupl prenañ un anv domani .fr gant an holl dud hag an holl embregerezhioù lec'hiet en Unaniezh Europa, met ivez e Suis, Norvegia, Island ha Liechtenstein.
E 2016 e oa ouzhpenn 3 milion a anvioù domani gant an astenn .fr.