A Game of Thrones (romant)
Titl | A Game of Thrones ![]() |
---|---|
Heuliad | Ur Ganaouenn a Skorn ha Tan ![]() |
Heuliet gant | A Clash of Kings ![]() |
Seurt oberenn | romant ![]() |
Tachenn | high fantasy, faltazi ![]() |
Aozer | George R. R. Martin ![]() |
Bro orin | Stadoù-Unanet ![]() |
Yezh an oberenn pe an anv | saozneg SUA, saozneg ![]() |
Deiziad embann | 9 Eos 1996 ![]() |
Lec'h an istor | Westeros ![]() |
Prizioù resevet | Locus Award for Best Fantasy Novel, Ignotus Award for Best Foreign Novel ![]() |
Bet kinniget evit | Nebula Award for Best Novel, World Fantasy Award for Best Novel ![]() |
Hollved faltaziek | World of Ice and Fire ![]() |
Pennlinenn | “We should start back,” Gared urged as the woods began to grow dark around them. ![]() |
Lec'hienn ofisiel | https://georgerrmartin.com/grrm_book/a-game-of-thrones-a-song-of-ice-and-fire-book-one/ ![]() |
A implij | fantasy map ![]() |
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/2/2e/Game_of_Thrones_2011_logo.svg/440px-Game_of_Thrones_2011_logo.svg.png)
A Game of Thrones ("Ur C'hoari Tronioù") zo kentañ romant an heuliad A Song of Ice and Fire gant ar skrivagner stadunanat George R. R. Martin. Embannet eo bet evit ar wech kentañ d'ar 1añ a viz Eost 1996.
Er romant e vez kontet an istor adal meur a savboent. Martin a zegas ennañ diazez bed e romantoù : an tiegezhioù noblañs eus Westeros, ar Voger, ar re Dargaryan. Ar romant a zo bet diazez evit labourioù a bep seurt evel c'hoarioù video ha c'hoarioù taol.
Adkemeret eo bet e-pad kentañ koulzad ar stirad Game of Thrones, war ar chadenn skinwel HBO hag a zo bet skignet evit ar wech kentañ e 2011.
Istor
Er Seizh Kurunenn
Pa grog ar romant, Eddard "Ned" Stark, penn lodenn Norzh rouantelezh ar Seizh Kurunenn, a laka d'ar marv un dizertour eus an Night Watch, un urzh milourel hag a ziwall ur Voger skorn a zo harzoù norzh ar rouantelezh. Pa zistro d'e gastell e Winterfell e kav c'hwec'h bleiz ramzel hag e ro unan anezho da bep unan eus e vugale.
Pa varv Jon Arryn, dorn ar roue Robert Baratheon, Robert a c'houlenn digant e vignon Ned kemer lec'h Arryn evel kuzulier meur ar roue. Kinnig a ra ivez e vefe dimezet merc'h Ned Sansa d'e vab Joffrey. Ned a sav a-du gant ar goulenn pa vez kontet dezhañ dre gwreg Arryn, Lysa, e vefe ar rouanez Cersei Lannister hag he familh o defe bet ampoezonet Arryn.
Nebeut amzer goude-se, Bran mab da Ned a wel Cersei o kaout un darempred reizhel gant he breur gevell Jaime Lannister. Bannet eo Bran eus un tour evit ma chomfe kuzhet an darvoud ; ne c'hell mui implijout e zivhar.