Abrakadabra
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/d/dc/Abrakadabra%2C_Nordisk_familjebok.png/220px-Abrakadabra%2C_Nordisk_familjebok.png)
Abrakadabra zo ul lavar brudet da vezañ un droienn hud.
Gerdarzh
Meur a c'herdarzh zo bet kinniget.
- Eus an droienn arameek « adhadda kedhabhra » hag a dalvez "ra vo distrujet", pe « évra kedebra » a zo "krouiñ a rin eus ma c'homz".
- Eus an droienn hebreek « הברכה דברה ha brakha dabra » hag a dalvez "komzet en deus ar bennozh", pe « abreg ad habra », "kas da gurun betek ar marv".
Istor
Kentañ meneg eus ar ger a gaver en ul levr latin eus an IIIe kantved, anvet Liber Medicinalis (anvet a-wechoù De Medicina Praecepta Saluberrima), gant Quintus Serenus Sammonicus,[1] medisin gant an Impalaer roman Caracalla, a erbede, er pennad 51[2] d'an dud dalc'het gant ar malaria da zougen un tilsam ma oa skrivet ar ger e stumm un tric'horn:[3]
Lennegezh
- Carlo Levi, en e levr Cristo si è fermato a Eboli, ma oa bet medisin, a ra anv eus tric'horn an abracadabra douget gant tud eus Lucania.
- Avada Kedavra zo ur mallozh meneget e romantoù Harry Potter.
Levrlennadur
- (en) Axel Nelson, Abracadabra, en « Eranos (Acta philologia Suecana » niv. 44, Vilhelm Lundström, Uppsala, 1946, pp. 326–336.
- (fr) Michèle Brocard, Lumières sur la sorcellerie et le satanisme, Cabédita Éditions, 2007, (ISBN 978-2-88295-487-9).
- (fr) Isabelle Draelants, Abracadabra : passé antique d'une formule prophylactique et thérapeutique, e Le Fil d'Ariane. Écriture et tradition, niv. 69-70, Hañvezh 2001-2002, pp. 35–54.