Alcántara (Cáceres)

Ur pennad Alcántara zo ivez.
setu pelec'h emañ kêr Alcántara e proviñs Cáceres.

Alcántara zo ur gumun eus Spagn, en Extremadura, e proviñs Cáceres, war lez kleiz ar stêr Tajo, e kember ar stêr Alagón, 11 km eus Portugal. Gwechall e oa kêr-benn komark istorel Tierra de Alcántara, hiriv emañ e Mancomunidad Tajo-Salor.

Dont a ra an anv eus Al Qantarat, (ar pont en arabeg) abalamour d'ar pont roman nepell, savet da vare an impalaer Trajanus; en amzer ar Vizigoted e oa anvet Oliba.

Brudet eo Alcántara gant Urzh Alcántara, he monumantoù, hag evel ker c'henidik Pedro de Alcántara.

Monumantoù

Bronce de Alcántara.
  • Pont Alcántara, ur pont roman
  • Templ Alcántara, un templ roman
  • ar Bronce de Alcántara, anvet ivez "Tabula Alcantarensis", zo ur blakenn arem eus amzer ar Romaned, kavet e 1983, miret e mirdi.