Alhama
An Alhama (Río Alhama e spagnoleg) zo ur stêr e Spagn, adstêr d'an Ebro war he lez dehoù er Rioja. Pa dremen dre Corella hag Alfaro eo anvet Río Mayor.
Red
Eieniñ a ra er Sierra de Almuerzo e Suellacabras, e Proviñs Soria, ha goude 84 km war-zu ar biz e tegouezh er Rioja, e treuz Proviñs Soria, e teu en-dro e-barzh ar Rioja dre Alfaro, ma en em vesk gant dour an Ebro.
Gerdarzh
Eus an arabeg e teu an anv Alhama, eus ar ger "Al Hamma" لحامة, a c'haller treiñ gant "kouronkva tomm", abalamour d'an doureier tomm a zo er stêr e meur a lec'h, ha dreist-holl el lec'h anvet "Los baños de Fitero".
Kêrioù treuzet
Adalek an eienenn:
- E Proviñs Soria
- Suellacabras
- Magaña
- Cigudosa
- E La Rioja
- Aguilar del Río Alhama
- Inestrillas
- Cervera del Río Alhama
- Las Ventas
- E Navarra
- Baños de Fitero
- Fitero
- E La Rioja
- Alfaro
Gwelvaoù
- Contrebia Leucade
- Pozo Largo (Puñs bras)
Ergerzhout
Kouronklec'hioù
- La Albotea (e Cervera del río Alhama)
- Baños de Fitero