Ar Roue Glesker

Ar briñsez e-tal ar feunteun
Goulenn a ra ar Glesker bezañ lezet da vont er C'hastell - Skeudenn evit al levr saoznek "The Frog Prince" gant Walter Crane e 1874.
Ar glesker ouzh taol ar roue. Skeudenn gant Anne Anderson.

Ar Roue Glesker, pe Ar roue Glesker pe Herri houarn (Der Froschkönig oder der eiserne Heinrich en alamaneg), eo ar gontadenn gentañ a gaver e dastumad ar vreudeur Grimm.

Doareoù brezhonek

An istor

Ur briñsez re voumounet a deu da vout kamaradez d'ur glesker hag a dro e priñs yaouank koant.

E doareoù nevesañ ar gontadenn e rank ar briñsez pokat d'ar glesker evit ma troio e priñs, met e doare Grimm eo pa sko al loen gant heug ouzh ur voger eo e tro en priñs[1]. E doareoù all, ha koshoc'h, e oa trawalc'h d'ar glesker tremen an noz war blueg ar briñsez.

Doare

Hervez doare-renkañ Aarne-Thompson eo ur gontadenn eus an doare 440. En doare-se ec'h anavezer ivez The Tale of the Queen Who Sought a Drink From a Certain Well eus Bro-Skos, ha The Well of the World's End eus Bro-Saoz[2].

Krizder

Taol feuls ar briñsez pa sko ar glesker ouzh ar voger zo un darvoud boutin a-walc'h da derriñ gwallblanedenn ar paourkaezh priñs. E danevelloù all e kinniger troc'hañ penn al loen[3].

Filmoù

  • Der Froschkönig, film alamanek e 1954 graet gant Otto Meyer
  • The Frog Prince e 1986 gant Jackson Hunsicker
  • Froschkönig, e 1988 gant Walter Beck
  • Zabí král, e 1991 gant Juraj Herz.

Lennegezh

  • The Frog Princess, romant gant E.D. Baker
  • Ar romantoù The Prince of the Pond, Jimmy the Pickpocket of the Palace, Gracie the Pixie of the Puddle, gant Donna Jo Napoli

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Timbroù

Timbroù embannet gant Post Berlin e 1966

Notennoù

  1. Heidi Anne Heiner, "The Annotated Frog King"
  2. Heidi Anne Heiner, "Tales Similar to Frog King"
  3. Maria Tatar, The Hard Facts of the Grimms' Fairy Tales, p174-5, ISBN 0-691-06722-8