Askorn

askorn
anatomical structure class type, class of anatomical entity, seurt organ
Iskevrennad eusanimal organ, animal product, particular anatomical entity Kemmañ
Rann eusskeledenn Kemmañ
Studiet gantosteology Kemmañ
Development of anatomical structurebone development Kemmañ
Deskrivet en URLhttps://neal.fun/earth-reviews/bones Kemmañ
Anaouder WordLifthttp://data.wordlift.io/wl01714/entity/bone Kemmañ
ID en Thesaurus NCIC12366 Kemmañ
Arouezenn Unicode🦴 Kemmañ
Deskrivadur an eskern dre vras

Un askorn (liester : eskern) a zo unan eus ar pezhioù danvez kalet-tre ha dibleg a ya d'ober ur framm e korfoù ar mellkeineged. Ar skeledenn, pe ar c'horf-eskern, eo an anv a vez graet eus hollad an eskern staget warnañ an elfennoù gwak evel ar c'higennoù dre ar stirennoù, ar flugez hag an empenn (hemañ enklozet e boest ar c'hlopenn).

Studi an eskern eo an askornouriezh.

Rolloù an eskern

Liesseurt eo rolloù an eskern :

  • gwareziñ : gwareziñ a reont an organoù er c'horf, evel ar c'hlopenn a warez an empenn, pe ar c'hostezennoù a warez ar galon hag ar skevent ;
  • frammañ : gante e chom ar c'horf en e dalc'h ;
  • fiñval : ur c'henlabour zo etre an eskern, kigennoù ar skeledenn, ar stirennoù, ar stagelloù hag ar c'houbloù evit krouiñ fiñvadennoù ;
  • treuzkas ar son ;
  • kenderc'hañ gwad : mel an eskern hir eo a genderc'h kelligoù ar gwad ;
  • stokañ danvezennoù meinel, dreist-holl kalkiom ha fosfor ;
  • boniañ faktorioù kreskiñ ;
  • boniañ druzoni ;
  • mirout ar c'hempouez trenkenn-bazenn ;
  • digontammiñ.

Danvez

Gant raz eo graet an eskern evit reiñ o c'haleter hag o fetister ken e c'hellint dougen pouez ar c'horf, ur pouez a c'hell bezañ kaset war un nebeud anezho evel eskern an treid pa ya an den pe al loen war e sav. Koulskoude ez eus ul lodenn gleuz e diabarzh an eskern, el lec'h m'emañ ar mel askorn.

Sterioù all

Pep elfenn galet a c'hell bezañ keñveriet ouzh askorn ar mellkeineged a vez graet "askorn" anezhi : askorn kerez (kalonenn gerez), da skouer, hag heñvel evit ar frouezh all kalonennoù enno.


Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Askorn er
wikeriadur, ar geriadur frank.