Augustus (titl)
Augustus
Prantad | Impalaeriezh roman, Krennamzer |
---|---|
Given name version for other gender | Augusta |
Augustus, pe Aogust, zo un titl :
- roet evit ar wech kentañ da Oktav gant Sened Roma er bloavezh 28 kent JK, ha roet goude d'an holl impalaerien roman;
- adalek amzer Diokletian eo e voe graet ar c'hemm etre an anv Augustus ha hini Caesar :
- Augustus e oa titl an impalaer o ren,
- Caesar hini an hêr a dlee ren war e lerc'h;
Diwezhatoc'h e voe pevar impalaer, daou "aogust" ha daou "gaesar".
Gwelout: Caesar
Dilez
Dilezet e voe an titloù latin e penn kentañ ar VIIvet kantved gant an impalaer Heraclius, ha kemeret an titl a v/basileus (roue, e gregach).
Adimplij
Diwezhatoc'h, e voe adkemeret an titl-se gant impalaerien Alamagn adalek Otto II. C'hwezhet e voe zoken peogwir e oa deuet da vout semper Augustus pe perpetuus Augustus.
Diwar anv an impalaer Aogust e voe anvet al lejion roman III Legio Augusta,
Gwelet ivez
- Augusta, furm benel an anv Augustus