Beg ar vronn

Beg bronn ur vaouez, stegnet.
Beg-bronn gwaz, stegnet e-kreiz ar blev.
Begoù-bronnoù dreist-kont. A - Dreist-kont. B - Ordinal. C - Dreist-kont

Beg ar vronn a vez graet eus ul lodenn eus ar vronn, an hini uhelañ pa vez gourvezet ar c'horf.

Tanavoc'h eo kroc'hen ar vronn er beg anezhi, eno e c'hall laezh ar maouezed treuziñ evit reiñ da zenañ. Graet eo beg ar vronn evit magañ, bezañ chutet, pe sunet, eta. Kerkent ha ganet e oar ar vugale klask beg ar vronn, ha chutal anezhañ.

Leun a nervennoù kizidik eo kroc'hen beg ar vronn. Pa deu riv d'ar c'horf, pe c'hoazh pa sav tan ar c'hoant ennañ, e teu begoù an divronn da stegnañ.
A-hervez eo dre biñsañ anezho e c'haller gouzout ha van a ra paotr pe blac'h da vout semplet.

Reizhelezh

Tener eo beg an divronn, ha plijadur ar sadeien eo o fiñsañ. Evit an dud-se ez eus bet ijinet piñsetezioù, c'hoarielloù evit o abadennoù plijadur.

Dilhad ha giz

Al lodenn-se eus an divronn eo a veze klasket kuzhat ar muiañ, dre vezh-fur, abalamour ma c'halle diskuliañ c'hoant ar c'horf. Tammoù dilhad da guzhat ar begoù-bronnoù a veze graet zoken.

Begoù bronnoù ar wazed

Benvronnegezh : evel re ur vaouez eo kresket bronnoù ar paotr.

Da vare o c'hrouiñ, war-bouez o organoù reizhel, eo peurheñvel an holl vronneged er grouell. Gant an dud e pad kement-se betek 14 sizhun. Goude e krog ar re a zo gourel da aozañ hormonoù gourel evel an testosteron. Peurvuiañ ne gemm ket begoù bronnoù ar baotred goude ar mare-se.
Gwazed zo koulskoude, pa n'o devez ket trawalc'h a destosteron, e kresk o bruched dezho evel d'ar merc'hed, ha dreist-holl al lodenn druz en-dro d'ar begoù-bronnoù. Benvronnegezh a vez graet eus se.

Toullañ

Pennad pennañ : Toullañ beg ar vronn

Skeudennoù