Bloavezhioù 0
Bloavezhioù: | |
Dekvedoù: -10 -0 - Bloavezhioù 0 - 10 20 | |
Kantvedoù: | |
Milvedoù: |
N'eus ket a vloaz mann en dekved-mañ (ken en deiziadur gregorian proleptek hag en deiziadur juluan); evel en dekved a-raok n'eus nemet 9 bloavezh ennañ. Kregiñ a ra er bloaz 1 kt JK
Darvoudoù
- 1 : Hervez an hengoun kristen, e verk ar bloaz 1 kentañ bloavezh buhez Jezuz-Krist. Ganet e vije bet neuze er bloaz -1. Tabutoù e-leizh zo a-zivout ar c'hraf-mañ ha soñjal a ra d'un darn var eus ar skiantourien e vije bet ganet un nebeud bloavezhioù a-raok e gwirionez.
- 1 : Sevel a ra poblañs an Douar da 252 milion a dud.
- 1 : Implijet gwerennoù e gwer dilufret e Roma.
- 2 : Skrivañ a ra Ovid ur barzhoneg kentelius Louzeier ar garantez.
- 3 : Lakaat a ra ar Romaned teknikoù savouriezh nevez da vezañ anavezet e Galia : ar maen-benerezh, ar volz-wareg, ar volz kavellek hag ar volz valirek.
- 4 : Deroù trede brezel Germania (fin e 16).
- 4 : Istor ar bed e 14 levrenn gant Nikolaz Damask.
- 4 : Tiber advabet gant an Impalaer roman Octavius Augustus hag anavezet da warlerc'hiad an Impalaer.
- 4 : Votet ez eus ul lezenn e Roma a aotre kastizañ ar sklaved dre o jahinañ ha dre o merkañ gant an houarn ruz war o dremm.
- 5 : Disteuler a ra an douaroniour gresian Strabon lusk an Douar.
- 6 : Deroù emsavadeg Pannonia (fin e 9).
- 6 : Dont a ra ar Judea, er Reter-Nesañ, da vezañ ur broviñs roman.
- 6 : Skrivet gant Octavius Augustus roll e oberoù meur a-benn o enskrivañ war e vez.
- 7 : Deroù savidigezh Templ ar Peoc'h er Forom (echuet e 10).
- 8 : Deroù ren Wang Mang, impalaer skraper e Sina (fin e 22).
- 8 : Echuiñ a ra ar barzh roman Ovid e oberenn varzhoniel veur An Treuzfurmadurioù.
- 9 : Dispennet teir lejion roman leviet gant Varus, gant ar Penn german Arminius (Herman) da-geñver emgann Teutoburg.
- 9 : Berzet eo kenwerzh ar sklaved e Sina dre un dekred a-berzh an Impalaer.
- 9 : Lezenn roman a-enep d'ar re dizimez ha d'ar c'houbladoù difrouezh.
- 9 : Nullet perc'henniezh prevez an douaroù e Sina gant Wang Mang.
Tud dibar
- Caesar Augustus, Impalaer roman (-27–14 AD).
- Arminius, Penn brezel german.
- Jezuz, tudenn bennañ ar relijion kristen (pe-1).