Brito

Brito zo ur ger latin hag a dalv breizhat, hag un anv-lec'h hag anv-tiegezh portugalek.

E latin

Ur ger latin eo, hag a dalv kement ha brezhon, breizhat : pe eo diwar ar ger latin e teu ar ger brezhon, pe eo diwar ar ger brezhon e teu ar ger latin brito,

  • a gaver en anv an oberenn Historia Britonum
  • a gaver en anv Radulphus Brito (w.d. 1270-1320), anvet ivez Raoul le Breton, yezhadurour ha prederour
  • hag ivez en anv Jean Brito (1455-1484), lesanv roet d'ar Breizhad Jean Brulelou, anavezet ivez evel Jan Brito
    • roet eo bet e anv d'ur font ijinet gant ar grafour Fañch an Henaff : sellout brito (font)

E portugaleg

Un anv portugalek kozh eo,

  • hag a c'hallfe dont eus ul lesanv roet d'ur Breizhad, met dibosubl eo da brouiñ,
  • a zo un anv-lec'h hag un anv-tiegezh,
    • Brito, ur barrez en hanternoz Portugal, e kuzul Guimarães, anv anavezet abaoe an XIvet kantved, a c'hallfe bezañ diazez an anv-tiegezh, stank e Brazil.

Tud

Un anv-tiegezh portugalek eo Brito, deut moarvat eus an anv-lec'h e Portugal.

  • João de Brito (1647-1693), sant portugalat en India er XVIIvet kanved
  • Hernandogildo Augusto de Brito Capello, ergerzhour portugalat en Afrika, gouarnour Angola.
  • Carlos Brito, anv daou bolitikour braziliat
  • César Brito, aktour portugalat
  • Farias Brito, anv ur prederour braziliat,
    • diwar e anv e voe anvet kumun Farias Brito, e stad Ceará
  • Pedro Wenceslau de Brito Aranha, skrivagner
  • Carlos Alberto Brito Ferreira do Amaral, lesanvet Brito, tresour gall a orin portugalat
  • Sthefany Brito, aktourez vraziliat
  • Hércules Brito Ruas‎ (1939-), melldroader braziliat
  • Romualdo Brito (1953-), soner ha sonaozer kolombian
  • Silvio Brito (1953-), kaner-sonaozour vallenato kolombian
  • Renan Brito Soares (1985-), diwaller-pal braziliat

Lec'hanvadurezh

  • Campo do Brito, ur gêr e stad Sergipe.
  • Farias Brito (Ceará), ur gumun e stad Ceará, e Brazil, diwar anv ar prederour.
  • Brito (Guimarães), parrez e Guimarães,
  • São João de Brito, parrez e Lisboa.

Pennadoù kar