Chloephaga
| |||
---|---|---|---|
![]() Chloephaga picta,
tresadenn (1844) gant Hullmandel. | |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Aves | ||
Urzhad : | Anseriformes | ||
Kerentiad : | Anatidae | ||
Anv skiantel | |||
Chloephaga Eyton, 1838 | |||
D'ar vevoniezh![]() ![]() ![]() e tenn ar pennad-mañ. |
Chloephaga a zo ur genad e rummatadur an evned, krouet e 1838 gant an naturour saoz Thomas Campbell Eyton (1809-1880), ennañ skilwazi.
An anv
Dont a ra an anv skiantel eus boued evned ar genad : chloe a deu eus ar ger henc'hresianek χλοε a dalv kement ha glazur nevez, rak geotdebrerien eus lezioù lennoù Patagonia eo evned ar genad. Cauquén, avutarda, caranca eo an anv ordinal e spagnoleg.
Spesadoù hag an isspesadoù anezhe[1]
Pemp spesad skilwazi a ya d'ober ar genad :
- Chloephaga hybrida
- C. h. hybrida ha malvinarum,
- Chloephaga melanoptera,
- Chloephaga picta[2]
- C. p. leucoptera ha picta,
- Chloephaga poliocephala,
- Chloephaga rubidiceps.
O c'havout a reer e takadoù 'zo eus Suamerika, pevar (4) isspesad dezhe en holl.
Notennoù ha daveennoù
- ↑ (en) Roadennoù IOC World Bird List diwar-benn Anatidae/Chloephaga (lennet e-barzh d'an 13 a viz C'hwevrer 2025).
- ↑ Kinniget en devoa Divi gKervella Skilwaz Magellan er pennad Un distro war anvioù laboused Europa (1), hor YEZH, niv. 286, Mezheven 2016, pajenn 8 ha degemeret gant TermOfis Ofis publik ar brezhoneg (Skilwaz Magellan | Ouette de Magellan | Chloephaga picta (étudié).