Dantelez
Dantelez zo danvez graet gant neud, ha n'eo ket gwiadet, neud seiz pe lin, peurvuiañ. Dantelezerien ha dantelezerezed eo an dud a ra dantelez.
Dilhad
A bep seurt dilhad a vez graet gant dantelez. Gouelioù ha mantilhennoù, da lakaat war ar penn, hivizoù-noz d'ar merc'hed alies, met ivez manegoù pe berrloeroù zoken.
Binvioù
Pa nelabourer ket gant an nadoz e c'haller ober gant gwerzhidoù.
Tourioù
Er c'hanaouennoù kozh e vez kaoz a-wechoù eus tourioù dantelezet Breizh-Izel.
Dantelez brudet
E meur a vro e kaver dantelez brudet: Brugge, Mechelen, ...
E Breizh
Brudet eo bet dantelez ar Vro-Vigoudenn. Ur mare zo bet, ha betek deroù ar bloavezhioù 1980, e weled e Breizh maouezed gant koefoù bigoudenn o werzhañ dantelez e korn ar ruioù, e Roazhon, Sant-Brieg, Brest, ha Kemper evel-just. Darn anezho a nac'he komz brezhoneg ouzh ar re yaouank.
Skeudennoù
-
Dantelezerez o labourat e Rauma, e Finland
-
Maneg dantelez
-
Berrloer e dantelezh du
-
Dantelez eus Csetnek, Hungaria
-
Dantelez
-
Gouel eus Dastumad Roueed Belgia, graet evit ar rouanez Maria Hendrikka war-dro 1878.
-
Ur chaloni o tougen dantelez e Flandrez, en XIXvet kantved.
-
Dantelez ouzh un hiviz-noz
-
Korfenn dantelez
-
Plac'h gwisket e dantelez