Daou
Daou eo anv brezhonek an niver etre unan ha tri, a zo skrivet 2, ha div eo furm wregel (pe benel) ar ger.
Kemmadur
Kemmadur dre vlotaat a vez goude daou: daou benn, daou di, daou vloaz, hag ar re all.
Petvediñ
Eil ha daouvet eo an anvioù-gwan-petvediñ a glot gantañ, hag eil pe divvet eo a glot gant div. Eilvet a vez lavaret a-wechoù e-lec'h eil.
Arveroù lieseurt
- Anv ar bloavezh 2
Eil
- An Eil Emsav
- An Eil Republik c'hall
- An Eil Reich
Rakger
Ur rakger eo e gerioù evel ar re-mañ:
- daoubennañ
- daoublegañ