Dilhad-kouronkañ
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/6/66/Cuxhaven_Postkarte_001.jpg/220px-Cuxhaven_Postkarte_001.jpg)
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/d/d3/Polar_Bear_Swim_2016_%2823486823704%29.jpg/220px-Polar_Bear_Swim_2016_%2823486823704%29.jpg)
An dilhad-kouronkañ zo dilhad a vez gwisket evit mont da gouronkañ, pe da neuial en dour, pe dindan an amzer, er mor, er stêrioù, el lennoù, pe en ur poull-neuial.
Implij
Goleiñ a reont lodennoù bras pe vrasoc'h eus ar c'horf, evit kuzhat an organoù-gouennañ peurvuiañ.
Pegoulz e vez gwisket
Lakaet e vez da neuial pe da c'hoari en dour, pe e-barzh sportoù evel ar water polo, ar ski war an dour, pe c’hoazh evit gourvez en heol.