Northern Distrig an Norzh (hebraeg : מחוז הצפון, Mehoz Hatzafon; arabeg : منطقة الشمال) a zo unan eus ar c'hwec'h distrig a zo en Israel. 4 478km² eo gorread an distrig (4 638km² gant an dour). Nazaret eo kêrbenn ha kêr vrasañ an distrig.
Uhelgompezenn ar Golan a zo renet evel un isdistrig eus distrig an Norzh[1] abaoe ma voe embannet Lezenn uhelgompezenn ar Golan e 1981. An aloubiñ de facto-se n'eo ket anavezet gant Stadoù all, hag hervez mellad 497 Kuzul-surentez ABU ez eo diavaez lezenn. Hep Uhelgompezenn ar Golan ez eo neuze 3 324km² (3 484km² gant an dour) gorread an distrig.
Poblañs
Diwar sifroù Burev Kreiz Stadegoù Israel e 2005[1] :
Poblañs : 1 216 800 (2007)
diouzh an etniezh:
keodedourien arab Israel : 622 400 (53%)
Yuzevien : 523 400 (43.5%)
Re all : 39 600 (3.5%)
Diouzh ar relijion:
yuzevien : 523 400 (43.5%)
muzulmiz : 443 800 (38%)
druzed : 93 000 (7.9%)
kristenien : 87 500 (7.3%)
dirummad : 35 400 (3.3%)
Stankder : 261/km²
Evel ma weler ez eo distrig an Norzh an hini nemetañ en Israel m'emañ ar barsañ niver gant Arabed.