Dogreg

Ur yezh indez-aryek eo an dogreg (dogri डोगरी) komzet gant tro-dro da 2 vilion a dud e Jammu, e Jammu ha Kachmir dreist-holl, met ivez e Panjab en India, e Himachal Pradesh hag e lec'hioù all zo eus Kachmir.

Gwechall e veze renket an dogreg evel ur rannyezh pandjabek met bremañ eo deuet da vezañ ur gwir yezh lennegel.

Unan eus yezhoù kenofisiel India eo an dogreg e Stad Jammu ha Kashmir.

Skrivet e vez gant ar skritur devanagari pe gant al lizherenneg arabek hervez al lec'h ma vez komzet.


Gwelet ivez