Eil argadenn Jassy–Kishinev
Rann eus | Talbenn ar Reter ![]() |
---|---|
Stad | Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel, Roumania ![]() |
Lec'h | Moldavia ![]() |
Deiziad | 29 Eos 1944 ![]() |
Deiziad kregiñ | 20 Eos 1944 ![]() |
Deiziad echuiñ | 29 Eos 1944 ![]() |
Eil argadenn Jassy–Kishinev[1][2][3] [4], a c'hall bezañ anvet e modoù all hervez ar mammennoù istorel, en o zouez Oberiadur Yassy–Kishinev (Chris Bellamy, 1986), Oberiadur Iassi–Kishinev (David Glantz, 1997), Eil oberiadur Iasi–Kishinev (David Glantz, 2007) a-ziwar anv kêrioù bras, Jassy ha Kishinev, en tiriad a veze stourmet d'ar mare, a voe un argadenn soviedel a-enep nerzhioù an Ahel e reter Roumania, etre an 20 hag an 29 a viz Eost 1944, e-kerzh an Eil Brezel-bed. An 2l ha Trede talbenn ukrainian eus al Lu Ruz o devoa taget Strollad Arme Su Ukraina, a oa savet gant unvezioù eus an Alamagn Nazi ha Roumaned, en un oberiadur-brezel evit adkemer Besarabia ha distrujañ nerzhioù an Ahel er rannvro, o klask digeriñ un hent war-zu Roumania hag ar Balkanioù.
Disoc'h an argadenn a oa bet kelc'hiadur ha distruj an nerzhioù lu alaman, o reiñ an tu d'al lu soviedat da genderc'hel gant e lañs strategel war-zu Reter Europa. Dre an disoc'h-se e oa bet Roumania o cheñch tu o treiñ eus an Ahel etrezek ar Gevredidi. Evit an Alamanted e oa bet ur c'holl spontus, hag a c'hell bezañ keñveriet gant koll Stalingrad.
Ar c'holloù a oa bet 13 197 den marvet, 53 933 gloazet pe klañv evit URSS. E tu Roumania a stourme asambles gant URSS e oa bet 8586 den lazhet pe gloazet. E tu an Alamanted e oa bet 150 000 den lazhet, gloazet pe prizoniet. Evit an tu eus Roumania a stourme gant an Trede Reich e oa bet un niver a chom dianav met uhel.
Notennoù ha daveennoù
- ↑ Erickson, John (1983). The Road to Berlin: Continuing the History of Stalin's War with Germany. New York : Routledge. 345, 350, 374 p. ISBN 9780429314353.
- ↑ Major R. McMichael, The Battle of Jassy–Kishinev, (1944), Military Review, Gouhere 1985, pp. 52–65
- ↑ Dmitriy Loza, James F. Gebhardt, Commanding the Red Army's Sherman Tanks, chabistr "A cocktail for the Shermans", p.43
- ↑ roumaneg: Operațiunea Iași-Chișinău
rusianeg: Ясско-кишинёвская стратегическая наступательная операция– oberiadur strategel argadenn Jassy–Kishinev