Eil kantved
Iañ milved kt JK | Iañ milved | Eil milved
../.. | Iañ kantved kt JK | Iañ kantved | Eil kantved | IIIe kantved | IVe kantved | ../..
Bloavezhioù 100 | Bloavezhioù 110 | Bloavezhioù 120 | Bloavezhioù 130 | Bloavezhioù 140
Bloavezhioù 150 | Bloavezhioù 160 | Bloavezhioù 170 | Bloavezhioù 180 | Bloavezhioù 190
101 | 102 | 103 | 104 | 105 | 106 | 107 | 108 | 109 | 110 |
111 | 112 | 113 | 114 | 115 | 116 | 117 | 118 | 119 | 120 |
121 | 122 | 123 | 124 | 125 | 126 | 127 | 128 | 129 | 130 |
131 | 132 | 133 | 134 | 135 | 136 | 137 | 138 | 139 | 140 |
141 | 142 | 143 | 144 | 145 | 146 | 147 | 148 | 149 | 150 |
151 | 152 | 153 | 154 | 155 | 156 | 157 | 158 | 159 | 160 |
161 | 162 | 163 | 164 | 165 | 166 | 167 | 168 | 169 | 170 |
171 | 172 | 173 | 174 | 175 | 176 | 177 | 178 | 179 | 180 |
181 | 182 | 183 | 184 | 185 | 186 | 187 | 188 | 189 | 190 |
191 | 192 | 193 | 194 | 195 | 196 | 197 | 198 | 199 | 200 |
|
D'ar 1añ Genver 101 e krog an Eil kantved hag echuiñ a ra d'an 31 Kerzu 200.
Darvoudoù
- Sevenadurezh Mogollon-Hohokam e mervent ar Stadoù-Unanet.
- Degaset an dremedal da Afrika roman e deroù ar c'hantved.
- A-drugarez d'an dremedal e vez advevaet an darempredoù etre Afrika Zu ha Norzhafrika. Anavezout a reer tri strollad kantreerien a veve er Sahara da neuze : an dTouboued er reter, kostez Tibesti, an Douareged e-kreiz, e bro an Hoggar, hag ar Sanhadjaed er c'hornôg eus tu ar meurvor atlantel. Reoliek eo an darempredoù etre an Douareged ha Roma. Dizoloet ez eus bet traezoù a orin roman e-barzh bezioù kantreerien er Sahara.
- Roudoù kristen a gaver e Kartago kerkent hag ar Iañ kantved. Degaset eo bet ar relijion nevez gant misionerien eus ar reter a veze avielet ar c'humuniezhioù yuzev ganto. Kalz a feizidi nevez zo bet stummet ganto. E-tro kreiz an eil kantved eo prezegennerien deuet eus Italia a gemer lec'h Reteriz. A-benn dibenn ar c'hantved en em astenn levezon ar relijion gristen betek kêrioù Numidia. Kregiñ a ra an handeerezhioù kentañ e-tro 180.
- Adal an Eil kantved e kroger da c'hounit gwiniegi hag olivezenned e Norzhafrika. Ed a c'hounezer ivez. Desavet e vez muioc'h-mui a gezeg, pennoù-saout, givri ha deñved ivez. Kalz a loened ferv a vez pourchaset da Roma evit c'hoarioù ar sirk..
- Kregiñ a ra rouantelezh Aksoum da zont war-c'horre.
- Tierniezh Pugyel e Tibet diouzh hengoun an Eil-IIIe kantved. Aozet eo ar gevredigezh dre glanioù renet gant aotrounez dizalc'h ha kevredet dre zimeziñ moarvat. Meneget eo Tibet gant bloazlevrioù Sina. Anvet eo "Tufan".
- Merket-kreñv eo an arz boudaek e Gandhara gant levezon an hellennegezh
- Mestr eo tierniezh Pandya war su India (Eil-XIVvet kantved).
- Tierniezh Chera e su pellañ India (Kerala) betek an Xvet kantved. Dispakañ a ra he beli war ar vro dravidek e-tro dibenn ar c'hantved. Hervez Śilappadikâram Ilangô Adigal, e vije bet klasket aloubiñ traoñienn Ganga gant unan eus ar rouaned-se : Senguttuvan.
- Skrivet eo an Nâtya-śâstra (eil-IVe kantved), ennañ diazez teorikel holl stiloù an dañs klasel India.
Reter-pellañ
- Deroù an houarnerezh war inizi gevred Azia.
Kornôg Europa
- En em staliañ a ra ar Saksoned ha pobl kar ar Frisoned en norzh d'an Elba ha war aodoù Mor an Hanternoz. Preizherien anezho e plantont freuz ha reuz war aodoù Enez Vreizh ha Galia.
- Lec'hiad Feddersen Wierde en aber ar Weser.
- Kaoter arc'hant fetis Gundestrup e Skandinavia, kinklet gant arvestoù lidel, olifanted, naered, brezelourien ha doueed. Kelt a orin ez eo un testeni eus an darempredoù armerzhel etre Skandinaviz hag ar Gelted.
- Gouarnet eo an Impalaeriezh roman gant ar "Pemp Impalaer Mat" (96–180) – Nerva, Trajan, Hadrian, Antoninus Pius, ha Marcus Aurelius.
Tud dibar
- Rabbi Akiva
- Marcus Aurelius
- Cai Lun, ijiner sinaat
- Commodus, impalaer roman a embann bezañ Herkulez adenkorfet
- Galen (Bergama, 131 - Roma, 201), mezeg gresian, korfadurour ha renabler anaoudegezhioù mezegel e amzer.
- Hadrian (76 - 138), impalaer roman (117 - 138).
- Sant Irenaeus, eil eskob Lyon
- Montanus, disivouder kristen
- Nagarjuna, bet savet ar voudaegezh Madhyamaka gantañ
- Antoninus Pius
- Plinius ar Yaouankañ
- Plutark
- Ptolemaios (e-tro 90 - 170), steredoniour ha jedoniour gresian.
- Trajan
- Septimius Severus
- Suetonius, istorour roman
- Valentinius, brudetañ Gnostik kristen
- Zhang Daoling, manac'h Taoour, an divarvel