Eleonora di Toledo

Eleonora di Toledo (1519–1562), e spagnoleg Leonor Álvarez de Toledo, anvet ivez a-wechoù Eleonora da Toledo, merc'h da b-Pedro Alvarez de Toledo, markiz Villafranca ha besroue Naplez, a zimezas da g-Cosimo Iañ de' Medici hag a voe dugez Firenze.
Eurediñ a reas Eleonora da g-Cosimo Iañ de' Medici e 1539, pa oa en he 17 vloaz. Edo Cosimo o klask ur bried d'e sikour da greñvaat e bouez politikel. He c'havout a reas gant merc'h nemeti besroue Naplez, eus un tiegezh pinvidik evel ar mor hag he zad unan eus an dud pouezusañ a oa en Itala d'ar poent. Gant an dimeziñ-se e teue en tiegezh Medici ar gwad uhel a vanke c'hoazh evit bezañ a live gant roueed Europa, hag ouzhpenn liammoù gant kurunenn Spagn, a dennfe he soudarded eus e zouaroù.
Ouzhpenn da se eo brudet Eleonora evel unan eus kaerañ merc'hed hec'h amzer: meleganez he daoulagad glas, he dremm un hirgelc'h disi, dous hec'h enebañs ha meurdez enni... Hoalusañ gwreg an tiegezh abaoe Lucrezia Tornabuoni.
Gant he zad e voe kaset da Firenze da lidañ an eured. Eno en em gavas gant danvez he fried, en e ugent vloaz, evit ar wech kentañ e villa di Poggio a Caiano. Graet e voe an eured war an ton bras en iliz Santa Maria Novella, ha fest a voe war-lerc'h.
He bugale
A-raok-se e oa bet lignez Medici e dañjer da vont da get. Pa oa bet roet ur pennhêr, hag un dornad hêred all, d'he fried, ha merc'hed a roje tro da ober dimezioù talvoudus gant tiegezhioù bras eus Italia pe broioù all, e voe digoret ur marevezh a beoc'h hag a stabilded e dugelezh Toskana. Daou eus he mibien, Francesco ha Ferdinando, a renas evel Duked.
Unnek bugel o doe Cosimo hag Eleonora, ha pemp mab (Francesco, Giovanni, Garzia, Ferdinando, ha Pietro) ha ne varvjont ket en-bugale. Da neuze, abalamour d'an dorzhellegezh a veze o ren e Firenze, ez ae tud uhel kêr d'ober chomadennoù war an aod, met eno e oa un dañjer all, hini ar malaria. Evel-se e varvas Maria, Giovanni ha Garzia. Tri a varvas en-bihanik. Francesco, Dug-meur Toskana, ha Lucrezia a varvas, e barr o brud, gant ar c'hontamm moarvat (a zo bet prouet evit Francesco e dibenn ar bloaz 2006. Isabella a voe krouget gant he gwaz. Pietro, a lazhas e wreg, n'en doe ken bugale nemet besterd. N'eus nemet war anv Ferdinando, Dug-meur Toskana, ne deuas ket brud fall.
Skeudenn | Anv | Ganet | Marvet | Oad an den pa varvas | Penaos e varvas |
---|---|---|---|---|---|
![]() |
3 Ebrel 1540 | 19 Du 1557 | 17 | Marvet gant ar malaria | |
![]() |
25 Meurzh 1541 | 19 Here 1587 | 46 | Eurediñ a reas da Janed Aostria ha war-lerc'h da Bianca Cappello. | |
![]() |
31 Eost 1542 | 15 Gouhere 1576 | 34 | Krouget e voe gant he fried, Paolo Giordano Orsini | |
![]() |
29 Gwengolo 1543 | 20 Du 1562 | 19 | Kardinal, marvet gant ar malaria | |
![]() |
14 a viz C'hwevrer1545 | 21 a viz Ebrel1561 | 16 | Dimezet da Alfonso II d'Este, dug Ferrara, krediñ a c'haller e voe kontammet gant he fried | |
![]() |
10 a viz Eost 1546 | 9 a viz Mezheven 1547 | 10 miz | ||
![]() |
5 a viz Gouhere 1547 | 12 a viz Kerzu1562 | 15 | Marvet gant ar malaria | |
![]() |
1añ a viz Gouhere 1548 | 1548 | 0 | ||
![]() |
30 a viz Gouhere 1549 | 17 a viz C'hwevrer 1609 | 60 | Già cardinale, dimezet da Cristina di Lorena | |
![]() |
10 a viz Meurzh 1553 | 6 a viz Eost 1553 | Tost da 5 miz | ||
3 a viz Mezheven 1554 | 25 a viz Ebrel 1604 | 50 | Dimeziñ a reas da Dianora di Toledo hag he lazhañ a reas en abeg d'hec'h avoultriezh ; addimeziñ a reas e 1593 da Beatriz de Meneses |
Poltred
Ur poltred all zo anezhi diwar zorn Bronzino: Eleonora Toledo hag he mab.