Emil Erlenmeyer
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/2/21/Puzzle_stub_cropped.png/36px-Puzzle_stub_cropped.png)
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/2/2d/E._Erlenmeyer_ca_1863.jpg/220px-E._Erlenmeyer_ca_1863.jpg)
Richard August Carl Emil Erlenmeyer, bet ganet e Wehen (Taunusstein) (Kengevread alaman d'ar mare-se) d'an 28 a viz Mezheven 1825 hag aet da Anaon en Aschaffenburg (Impalaeriezh alaman d'ar mare-se) d'an 22 a viz Genver 1909, a oa ur c'himiour alaman.
Gantañ eo e voe ijinet, e 1861, an orsel pikernek a zoug e anv hiziv an deiz c'hoazh.
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/1/13/Erlenmeyer.jpg/180px-Erlenmeyer.jpg)
500 mL an endalc'had anezhañ.
Labourioù pouezus a gasas da benn, e 1880, war an enolioù (alkenoù ur fonksion alkool staget oute) hag int taotomerioù an aldehidoù hag ar setonoù emaint e kempouez kimiek gante : graet e vez Pennaenn Erlenmeyer eus ar stad-se.