Enzim
Un enzim a zo ur c'hatalizour biologel, ur volekulenn (protein pe TRN (evit ar ribozim) hag a zo gouest da fonnussaat a vilionoù reaktadurioù kimiek ar vetabolegezh e metoù ar c'helligoù pe etre ar c'helligoù. Mont a reont en-dro gant ur paoter munut ha dicheñch e vezont e dibenn ar reaktadur : katalizerioù biologel (pe biokatalizerioù) a vez graet diouto. Dizoloet eo bet an enzim kentañ gant Anselme Payen ha Jean-François Persoz e 1833. Diwar ar malt o deus puraet ur sustañs kizidik ouzh an tommder hag a oa gouest da hidrolizañ an amidon : Graet o deus diastaz diouti (etimologiezh : diastasis=dispartiañ) abalamour ma tispartie ar sukr eus an amidon.
Anvidigezh an enzimoù n'eo ket boutin c'hoazh met savet e vez peurvuiañ gant ur wrizienn tost d'an dindanad (substrat e galleg) pe da brodu ar c'hataliz ; ouzhpennet a vez an dibenn "az"'. skouerioù:
- Ar glukoz oksidaz a gataliz oksidadur ar glukoz.
- An'amidon sintetaz a gataliz sintezenn an amidon.
Un enzim zo ur protein hag evel an holl broteinoù e vez kevanaozet diwar an titouroù dalc'het en TDN pe e TRN virus zo. Ouzhpenn 3 500 enzim disheñvel a zo renablet.