Epica

Epica
Epica, Wrocław 2022

Alias Sahara Dust (2002)
Bro orin Limburg, Izelvroioù
Doare(où) metal sinfonek
Bloavezhioù oberiant 2002–bremañ
Label(ioù) Transmission, Nuclear Blast

Izili Mark Jansen
Coen Janssen
Simone Simons
Ariën van Weesenbeek
Isaac Delahaye
Rob van der Loo
Izili bet er strollad Yves Huts
Ad Sluijter
Helena Michaelsen
Jeroen Simons
Endro After Forever, God Dethroned, Delain, MaYaN

Epica zo ur strollad sonerezh metal sinfonek izelvroat, krouet gant ar gitarour ha kaner Mark Jansen goude ma oa aet kuit eus ar strollad After Forever.

Da gentañ e oa ur strollad metal sinfonek gant levezonoù gotek ennañ hogen lakaat a reas elfennoù death metal en e sonerezh diwezhatoc'h.[1],[2],[3] Ul liv metal progresif a vez klevet adal an trede albom.[4],[5] Hag ouzhpenn-se e vez implijet riffoù thrash metal ha groove metal, prantadoù black metal a c'hall bezañ klevet gant an toumperezh, prantadoù power metal ivez ha levezon ar sonerezh arab a-wezhioù.[6],[7],[8],[9] Kalzig a ganaouennoù zo ganto elfennoù elektronek, djent ha folk (arab, sinaat ha keltiek)[10] Epica zo anavezet ivez dre he doare labourat gant ar mouezhioù hag a zo flour, hesonek ha fromus, e-keñver bed ar metal e-lec'h ma vez pounner a-walc'h an aergelc'h.[11]. Implij mouezhioù mezzo-soprano ha mouezhioù rust war un dro (graet gant Simone Simons ha Mark Jansen) zo pouezus e son ar strollad. Ar pozioù a bled gant temoù prederouriezhel, bredoniezhel, speredel, skiantel, endroel pe hiniennel. Epica a sona kalz gant orkestroù ha kanadegoù.

E 2003 e oa embannet o albom kentañ The Phantom Agony gant al label Transmission Records. Consign to Oblivion a heulia e 2005 hag a oa arruet er blasenn 12 en Dutch charts. Buan e cheñchjont o label hag o devoa sinet gant Nuclear Blast a-raok achuiñ o zrede albom e 2007 anvet The Divine Conspiracy, hag a zegouezhas er blasenn 9 en Izelvroioù. Design Your Universe e 2009 a oa bet degemeret gwelloc'h c'hoazh hag e oa bet gwerzhet en Europa a-bezh. Pempvet albom Epica, Requiem for the Indifferent, a oa embannet e 2012 gant burutelladennoù brav.

E 2014 e teuas ar c'hwec'hvet albom, The Quantum Enigma, a oa bet ur pikol taol-kaer, erruet er pevarvet renk en Izelvroioù.[12],[13],[14] An daou albom diwezhañ, The Holographic Principle ha Omega, a oa bet degemeret ken mat hag an hani kent.

Izili

Izili a-vremañ
  • Mark Jansen – gitar-lusk, kan rust, co-lead vocals (2002–bremañ)
  • Coen Janssen – klavier, piano (2002–bremañ)
  • Simone Simons – penngan (2002–bremañ)
  • Ariën van Weesenbeek – toumperezh (2007–bremañ)
  • Isaac Delahaye – pennc'hitar, dibenngan (2009–bremañ)
  • Rob van der Loo – gitar-boud (2012–bremañ)
Izili bet
  • Yves Huts – gitar-boud (2002–2012; pedet e 2013)
  • Ad Sluijter – pennc'hitar (2002–2008; pedet e 2013)
  • Jeroen Simons – toumperezh (2002–2006; pedet e 2013)
  • Helena Iren Michaelsen – penngan (2002)

Pladennrolladur

  • The Phantom Agony (2003)
  • Consign to Oblivion (2005)
  • The Divine Conspiracy (2007)
  • Design Your Universe (2009)
  • Requiem for the Indifferent (2012)
  • The Quantum Enigma (2014)
  • The Holographic Principle (2016)
  • Omega (2021)

Levrlennadur

Liammoù diavaez