Ernst August von Hannover (1629-1698)

Ernst August von Hannover (1629-1698)

Ernst August von Braunschweig-Calenberg (1629, Herzberg am Harz– 1698, Herrenhausen) a oa dug Braunschweig-Lüneburg ha priñs Calenberg (ha Hannover ar gêr-benn anezhi) adal 1679 betek e varv. En 1692 e voe anvet da briñs-dilenner gant an impalaer santel Leopold Iañ .

E vuhez

Mab e oa da Georg, dug Braunschweig-Lüneburg.

Dimeziñ ha bugale

Dimeziñ a reas e 1658 da Sophie von der Pfalz (1630-1714).

  • Georg Ludwig (1660–1727), a voe roue Breizh-Veur
  • Friedrich August (1661- 1690), marvet e Brezel Bras an Durked
  • Maximilian Wilhelm (1666–1726),
  • Sophie Charlotte (1668–1705), dimezet e 1684 gant ar priñs-dilenner Friedrich III Brandenburg, rouanez Prusia azalek 1701 – anvet eo Charlottenburger Schloss (Berlin) diwar hec'h anv dezhi
  • Karl Philipp (1669 -1690), marvet e Brezel Bras an Durked e Priština
  • Christian Heinrich (1671 - 1703), jeneral bet beuzet en Danav e-kichen Ulm e-kerzh un emgann a-enep ar C'hallaoued e-pad Brezel hêrezh Spagn
  • Ernst August (1674–1728), dug York hag Albany


Besterd

Gant e serc'h Clara Elisabeth von Platen en doe daou vastard :