Europa ar C'hreiz



Europa ar C'hreiz, pe Kreizeuropa, pe c'hoazh Kreiz-Europa, a zo ur rannved eus kevandir Europa etre Europa ar C'hornaoueg hag Europa ar Reter. Gwall cheñch-dicheñch eo bevennoù ar re-mañ avat. N'eo ket kemeret e kont gant Aozadur ar Broadoù Unanet evit e stadegoù (na ra nemet gant Europa an Norzh, Europa ar Reter, Europa ar Su hag Europa ar C'hornaoueg), met deuet eo diouzh ar c'hiz en-dro abaoe m'eo aet da get ar gael houarn e deroù ar bloavezhioù 1990. A-raok e oa rannet strizh ar c'hevandir gant Europa ar Reter (a heulie strizh an URSS), hag Europa ar C'hornaoueg (a oa dre vras eus tu an Amerikaned), ha rannet e oa Kreiz ar c'hevandir dre an hanter.
Stadoù
N'eo ket gwall aes bevenniñ sklaer pere eus ar stadoù a zo da lakaat e-barzh ha pere n'emaint ket. Dre vras e c'haller lakaat ar re-mañ:
Alamagn
Aostria
Hungaria
Liechtenstein
Polonia
Slovakia
Slovenia (lakaet alies en Europa ar Su gant ar peurrest eus ar Balkanioù)
Suis
Republik Tchek
Al lodennoù-mañ a vez lakaet e-barzh ivez a-wechoù evit abeg-pe-abeg (sevenadurel, douaroniezhel, pe istorel):
- Elzas ha Loren e
Frañs
- Königsberg e
Rusia
Kroatia (en he fezh pe Slavonia hepken)
Luksembourg
- Sutirol ha Trentino en
Italia
- Treuzsilvania e
Roumania
- Ukraina ar C'hornaoueg en
Ukraina
- Voivodina e
Serbia
Gwelet ivez