Frañsez Debauvais
Reizh pe jener | paotr ![]() |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Bro-C'hall ![]() |
Anv e yezh-vamm an den | François Debeauvais ![]() |
Anv-bihan | François ![]() |
Deiziad ganedigezh | 31 Gen 1903 ![]() |
Lec'h ganedigezh | Roazhon ![]() |
Deiziad ar marv | 20 Meu 1944 ![]() |
Lec'h ar marv | Kolmar ![]() |
Doare mervel | abeg naturel ![]() |
Abeg ar marv | torzhellegezh ![]() |
Pried | Anna Youenou ![]() |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg ![]() |
Micher | stourmer politikel ![]() |
Karg | Prezidant ![]() |
Strollad politikel | Strollad Emrenerien Vreiz ![]() |
Kleñved | torzhellegezh ![]() |
Perzhiad e | WWII Axis collaboration in France ![]() |

Frañsez Debauvais, bet ganet e Roazhon d'an 31 a viz Genver 1903, a oa ur broadelour breizhat a Vreizh-Uhel. François Debeauvais a oa e anv gwirion met dre fazi un ofisour stad-sivil e oa bet lamet un "e" e anv e dad. Lesanvioù en deus bet ivez evel Fañch Debauvais, Fañch Deb, Deb, Fañch Denoual[1].

Desket mat brezhoneg gantañ ha drezhañ[2],[3]. Desket mat e oa a-fed istor Breizh.

Aet e oa da Anaon e Colmar d'an 20 a viz Meurzh 1944, diwar an dorzhellegezh. Ur pennad enoriñ a oa bet savet gant Roparz Hemon e niverenn ziwezhañ Gwalarn, kinniget e vez ar pezh-c'hoari Roperzh Emmet dezhañ. Ar pennad a oa bet unan eus ar re gaerañ e brezhoneg evit Frañsez Kervella: "E varv a voe kemennet e niverenn 165 Gwalarn, hag ar pennad gouestlet enni d'e vignon gant Roparz Hemon a zo unan eus ar skridoù kaerañ a anavezan."[4]
Emañ e vez e bered hanternoz Roazhon, warnañ ur groaz keltiek uhel skrivet warni "Doue da bardono d'an Anaon".

Gant Jeanne Malivel ha René-Yves Creston eo bet krouet, evit ur prof d'an dimeziñ etre Debauvais hag Anna Youenou
Pennadoù kar
- Breiz Atao
- Anna Youenou
- Olier Mordrel
- Marsel Guieysse
- Strollad Broadel Breizh (1931-1944)
- Bezen Perrot
Notennoù ha daveennoù
- ↑ Roparz Hemon, Gwalarn niverenn 165, 1944 pajenn 261 pennad Frañsez Debauvais
- ↑ Lizher eus ar 1.1.1944 da heul drouklazh an Aotrou Perrot, Imbourc'h 245 1990 p. 58-60, a ziskouez ouzh peseurt diaesterioù kriz e tale ar stourmerien vroadelour d'an ampoent
- ↑ Roparz Hemon, Gwalarn niverenn 165, 1944 pajenn 261 pennad Frañsez Debauvais
- ↑ En "Roparz Hemon hor mestr" gant Kenan Kongar, Al Liamm 1978, niverenn 189 pajennoù 345-358
![]() |
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |