Frankfurter Allgemeine Zeitung

Frankfurter Allgemeine Zeitung, (pe FAZ) a zo ur gazetenn bemdeziek alaman a zo bet krouet e 1949, ha diazezet eo e Frankfurt am Main. Unan eus an teir c'hazetenn bouezusañ en Alamagn eo (an div all o vezañ Süddeutsche Zeitung ha Die Welt). Ar gazetenn alaman skignet ar muiañ ed bed eo : skignet e vez e 148 bro (tro 1 milion a lennerien bemdez). Da Sul e vez embannet ivez, dindan an titl Frankfurter Allgemeine Sonntagszeitung. Ur stumm elektronek a gaver ivez war internet. 366,844 skouerenn a vez gwerzhet bemdez[1].

Linenn stur

Distag diouzh ar strolladoù politikel eo ar gazetenn, dre vras e lavarer memestra ez eo mirour ha frankizour. Ur rouedad kenskriverien a zo er bed a-bezh, hag ar rouedad kazetennerien-se a zo e-touez re vrasañ ar bed. Ne vez ket dibabet al linenn stur gant ur rener nemetken, met gant ur skipailh pemp den ennañ. En un doare hengounel n'eus skeudenn ebet war bajenn gentañ ar gazetenn. Peder gwech nemetken abaoe ma'z eus eus ar gazetenn ez eus bet lakaet ur skeudenn outi :

  • D'ar 4 a viz Here 1990 : skeudenn ar Reichstag e Berlin pa voe unvanet Alamagn en-dro.
  • D'an 12 a viz Gwengolo 2001 : skeudenn arWorld Trade Center e New York, ha hini George W. Bush.
  • D'ar 4 aviz Ebrel 2005 : Skeudenn ar pab Yann-Baol II.
  • D'an 20 a viz Ebrel 2005 : Skeudenn ar pab alaman Beneat XVI.

Abaoe ar 5 a viz Here 2007 e vez lakaet skeudennoù war bajenn gentañ.

Istor

Burevioù FAZ, 9, Hellerhofstraße, Frankfurt am Main

Niverenn gentañ FAZ a zo bet embannet d'ar 1añ a viz Du 1949. D'ar mare-se e oa renet gant Erich Welter, hag ar skipailh kazetennerien a laboure enni a zeue eus Frankfurter Zeitung (bet difennet gant an nazied e 1943). D'ar 1añ a viz Eost e voe embannet FAZ en ur implijout doare reizhskrivañ an alamaneg (adreizhadenn bet savet e 1996). Goude ur bloaz e cheñchas an traoù hag e tistroas d'an doare reizhskrivañ kozh, rak e kave da skipailh ar gazetenn e oa kamm ar cheñchamantoù. Kemmoù a zo bet degaset d'ar reizhskritur nevez, hag abaoe ar 1añ a viz Genver 2007 e vez implijet er gazetenn.

Liamm diavaez

Notenn

  1. "F.A.Z. und F.A.S. gewinnen Auflage", Frankfurter Allgemeine Zeitung, 16 a viz Here 2008, pajenn 16.