Freilh

Kouerien o tornañ gant ar c'hwist.

Ur freilh pe ur c'hwist zo ur benveg kozh, e koad, da zornañ an edeier. Teir rann zo anezhañ:

  • ar fust, dalc'het gant an dorn,
  • ar c'hwist pe ar walenn, a sko an ed,
  • ar c'hevre, an tamm lêr a stag an div lodenn.

Taolioù

Ur c'hwistad pe ur freilhad a vez lavaret eus an taolioù skoet.
Dre skeudenn e vez implijet ar gerioù-se evit ober anv eus an darempredoù reizhel, pa gomz ur paotr eus reiñ ur c'hwistad da ur plac'h.

Arm