Garona
Ar Garona (Garona en okitaneg, katalaneg ha spagnoleg, Garonne e galleg) zo ur stêr en Okitania.
Eieniñ a ra er Pireneoù, e Plan de Beret, en ul lec'h anvet Uelh deth Garona, e Traoñienn Aran (al lodenn okitanek eus Kumuniezh Emren Katalonia) ; goude un 40 kilometr bennak ec'h antren e Republik Frañs, ha tremen a ra dre gêrioù Toloza, Agen ha Bourdel a-raok degouezhout gant an Dordogna ha stummañ neuze aber ar Gironde (Gironda en okitaneg) a-raok en em deurel er Meurvor Atlantel.
Adstêrioù
Eus e eienenn d'ar mor e teu dezhañ ar stêrioù-mañ :
|
|
|
|
|
|
|
Kreizennoù nukleel
Div greizenn nukleel zo war e lezioù, hini ar Blayais, e-kichen Blaye (33) ha hini Golfech, nepell diouzh Toloza (82).