George Gershwin

George Gershwin e 1937
Luc'hskeudenn : Carl van Vechten

George Gershwin a oa ur sonaozour ha pianoour stadunanat, bet ganet d'ar 26 a viz Gwengolo 1898 e Brooklyn, New York, ha marvet d'an 11 a viz Gouere 1937 e Hollywood, Los Angeles, Kalifornia.
Yuzevien a-orin eus Sant-Petersbourg e Rusia e oa e dud.

E vuhez

E-unan en doa desket Gershwin o seniñ ar piano, ha pianoour laz-seniñ e voe e Broadway. E vreur Ira Gershwin a skrive pozioù evitañ. Kenlabouret o doa an daou vreur, oc'h aozañ sonerezh ha kanaouennoù a zo deuet da vezañ brudet-kenañ, da skouer Summertime bet kanet gant Ella Fitzgerald ha Louis Armstrong, ha kanet goude gant un toullad kanerien all betek an deiz a hiziv.
Bras eo levezon ar jazz war oberennoù George Gershwin. War un tu e oa Gershwin maget gant tonioù hengounel yidek ha rusianek, ha gant sonerezh poblek eus Amerika evel ar ragtime, ar blues hag ar gospel ; war an tu all e oa sod gant sonaozourion klasel e-giz Bach, Mozart, Chopin, Liszt ha Ravel[1].
Berzh en-doa graet Gershwin gant e ganaouennoù, ha pedet e oa da aozañ sonerezh evit arvestoù seniñ Broadway, hag ivez evit ar sinema.

E oberennoù brudetañ

  • Rhapsody in Blue, evit piano hag orkestra (1924)
  • Variations on "I got rhythm", evit piano hag orkestra (1925)
  • An american in Paris, evit orkestra (1928)
  • Porgy and Bess, an opera ma klever ar ganaouenn Summertime

Levrlennadurez

  • Mildred Clary, Une rhapsodie américaine, embannadurioù Pygmalion, 2005.(fr)

Daveennoù

  1. Kelaouenn Classica, niv. 159, miz C'hwevrer 2014 (fr)

Liammoù diavaez