Glenmor

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ diwar-benn ur c'haner breizhat ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Glenmor
Glenmor

Alias Milig ar Skañv
Anv Émile Le Scanf
Ganet d'ar 25 a viz Even 1931
e Mêl-Karaez, Breizh Breizh
Marvet d'an 18 a viz Even 1996
e Kemperle, Breizh Breizh
Doare(où) Kan hengounel, Folk
Label(ioù) Barclay, Le Chant du Monde, Coop Breizh

Glenmor (Milig ar Skañv pe Émile Le Scanff er marilhoù-kêr), ganet d'ar 25 a viz Even 1931 e Mêl-Karaez hag aet d'an Ananon d'an 18 a viz Mezheven 1996 e Kemperle, a oa ur barzh brezhoneger, ur c'haner, ur skrivagner, ur sonaozour hag un embanner. Gant birvilh ec'h eztaolas frank e vennozhioù politikel a denne da zizalc'hidigezh Breizh. Ur seurt mouezh Breizh o tiwanañ e teuas da vezañ er bloavezhioù '70 ha '80.

Buhez

Kouerien vunut e oa e dud ha desavet e voe ganto e brezhoneg. Evel kalz a baotred donezonet e voe kaset da gloerdi bihan Kintin. Ma kenlabouras gant an Tadoù Gwenn goude bezañ graet e goñje e troas kein d'an Iliz katolik hag e teuas da vezañ enepkloer. E 1952 e tapas un aotreegezh war ar brederouriezh e Roazhon. E 1953 ha 1954 ez eas da veajiñ en ur vevañ moan[1] en Europa ar Gevred (Italia, Bro-C'hres, Yougoslavia, Turkia) hag e Odesa (Ukraina), dindan veli an URSS, e-lec'h ma voe toullbac'het[2].

E 1955 e labouras gant embregerezh mañsonerezh ar Goarnig kozh, e Pariz, met dleout a reas diskregiñ pa voe tizhet gant an dorzhelllegezh. Goude ar pare e klaskas bevañ diwar ar c'han hag e kinnigas e gentañ sonadeg e Pariz e 1957, ambrouget gant Denise Mégevand. Bloaz goude e c'hellas kanañ e sal vras [[Palez ar Mutualité]ar Mutualité]] pa greske e vrud e-touez Brezhoned Pariz. Goude un droiad e Breizh ha sonadegoù e tavarn Ti Jos, kostez Montparnasse ez eas da chom da Velgia e 1961 pa seblante aesoc'h dezhañ kanañ eno. Kejañ a reas gant daou Velgiad a voe seurtoù nadozioù-mor evitañ, ar c'haner Jacques Brel (Adieu, l'Émile, je t'aimais bien, tu sais…) ha e zanvez-gwreg deuet da vezañ lesanvet Katell pa voent dimezet e 1963.

Deuet da Vro-C'hall en-dro e reas muioc'h-muiañ a verzh hag e voe anavezet gant ur vouezh arzourel ha politikel. Dindan ar merk Kornog e lakaas embann e bladenn 33 zro kentañ, goude 2 bladenn vihan.

Pladennoù

  • GLENMOR, pladenn 45 tro
  • Sked : Quatre Chansons en Breton (O Langonned, Pa vin maro, Kan bale Nevenoe), pladenn 45 tro, 1967.
  • GLENMOR pladenn 45 tro, Kornog (1964)
  • Katel dit Glenmor. 1 : barzhonegoù, pladenn 33 tro, Ternel
  • Katel dit Glenmor. 2 : barzhonegoù, pladenn 33 tro, Ternel
  • Glenmor à la Mutualité, pladenn 33 tro, Ternel (1967)
  • O Keltia, pladenn 45 tro, Barclay (1969)
  • Les Temps de la Colère, pladenn 45 tro, Barclay (1969)
  • Cet Amour-là, pladenn 33 tro, Barclay (1970)
  • Hommage à Morvan Lebesque, pladenn 33 tro, Barclay (1971)
  • Vivre, pladenn 33 tro, Le Chant du Monde (1972)
  • Princes Entendez Bien, pladenn 33 tro, Le Chant du Monde (1973)
  • En Bretagne, Noces et Fest-noz, pladenn 33 tro, Barclay (1974)
  • Ouvrez les Portes de la Nuit, pladenn 33 tro, Le Chant du Monde (1974)
  • E Dibenn Miz Gwengolo, pladenn 33 tro, Le Chant du Monde (1977)
  • Tous Ces Vingt ans Déjà, pladenn 33 tro, Le Chant du Monde (1978)
  • La Coupe et la Mémoire, pladenn 33 tro, Ar Folk (1978)
  • "Tristan Corbière : le paria" dit par Glenmor, pladenn 33 tro, Ar Folk (1982)
  • Si tu ne chantais pas pour eux à quoi bon demeurer, pladenn 33 tro, Stern Ha Lugern
  • Après la Fleur le Fruit sous la Rose l'Epine, pladenn 33 tro, Excalibur (1987)
  • Les Principales Oeuvres, pladenn-arc'hant, Ar Folk, Excalibur, Coop Breizh (1990)
  • Et voici bien ma Terre... (An Distro), pladenn-arc'hant, Coop Breizh (1995)
  • Ouvrez les Portes de la Nuits (An Distro), pladenn-arc'hant, Coop Breizh (1998)
  • Apocalypse (An Distro), pladenn-arc'hant, Coop Breizh (1998)
  • Hommage à Glenmor, pladenn-arc'hant, Coop Breizh (2000)
  • Glenmor, 10 ans déjà... (An Distro), pladenn-arc'hant, Coop Breizh (2006)

Levrioù

Testenn 14 kanaouenn vrezhonek a voe bodet e-barzh Al Lanv, niv. 80, Kerzu, 1996.

Levrlennadur

  • Xavier Grall, Glenmor Barde, pélerin & contrefait Seghers, (1972). Klokaet gant Hervé le Borgne hag adembannet gant Coop Breizh en 2004
  • André-Georges Hamon, La Voix du Clan Glenmor, Ubac, 1994.
  • Louis Bertholom ha Bruno Genest, Glenmor, Terre insoumise aux yeux de mer, Blanc Silex, 1997.
  • Lionel Henry, Dictionnaire biographique du Mouvement breton, Yoran embanner, 2013. Pennad : Glenmor.
  • Georges Cadiou, Emsav : dictionnaire critique, historique et biographique, Coop Breizh, 2013. Pennd : Glenmor.

Liammoù diavaez

Notennoù ha daveennoù

  1. Daveiñ a ra ar ganaouenn, "Sur les chemins de la Bohême" d'ar mod-bevañ-se.
  2. Meneget gant Georges Cadiou, Emsav : dictionnaire critique, historique et biographique