Goañv nukleel

Martezeaden eus ur brezel nukleel etre Rusia hag SUA diazezet war ur studiadenn gant Xia ha kenlaboureien all [1]: Tro 80% eus hollad ar boblañs denel a varvfe gant an naon ma n'eo ket dre doareoù all eeunoc'h a-raok. Hollad an dud marvet evit SUA, Rusia, Europa, ha Sina a vije e-tro 99%, gant ouzhpenn 90% eus an dud marvet e broioù ha na vijent ket bet o kemer perzh en emgann nukleel.

Goañv nukleel zo un droienn evit ober anv eus ur c'hemm meur ha padus e yenadur hollek an hin hag a c'hallfe c'hoarvezout[2] goude korventennoù-tan bras krouet gant ur brezel nukleel ramzel[3]. An hipotezenn a zo diazezet war ar fed e vije seurt tanioù o teurel huzil er stratosferenn, lec'h ma c'hell mirout ouzh skinoù an heol da dizhout gorre an Douar. Goulakaat a reer e vije neuze an hin o yenaat buan, ar pezh a zegasfe evit eostoù treut ha naonegezh[4][5]. Pa vez implijet an urzhiataerezh evit sevel patromoù eus senarioioù goañv nukleel, ar skiantourien a implij tangwalloù goude Bombezadeg Hamburg ha Bombezadennoù atomek Hiroshima ha Nagasaki e-kerzh an Eil Brezel-bed evel skouerioù eus efedoù huzil er stratosferenn. Ouzhpenn-se e vez implijet roadennoù a-berzh tangwalloù naturel e koadeier bras[3][6][7].

Pennadoù kar

Notennoù ha daveennoù

  1. Xia, Lili; Robock, Alan; Scherrer, Kim; Harrison, Cheryl S.; Bodirsky, Benjamin Leon; Weindl, Isabelle; Jägermeyr, Jonas; Bardeen, Charles G.; Toon, Owen B.; Heneghan, Ryan (15 a viz Eost 2022). "Global food insecurity and famine from reduced crop, marine fishery and livestock production due to climate disruption from nuclear war soot injection"
  2. (1añ a viz C'hwevrer 2007) Human Impacts on Weather and Climate. Cambridge University Press. ISBN 978-1-139-46180-1. 
  3. 3,0 ha3,1 (Kerzu 2008) "Environmental consequences of nuclear war". Physics Today 61 (12): 37–42. DOI:10.1063/1.3047679
  4. Computer Models Show What Exactly Would Happen To Earth After A Nuclear War (19 a viz Gouhere 2014).
  5. (2019-10-01) "Rapidly expanding nuclear arsenals in Pakistan and India portend regional and global catastrophe". Science Advances 5 (10): eaay5478. DOI:10.1126/sciadv.aay5478. ISSN 2375-2548
  6. (2006) "Smoke in the Stratosphere: What Wildfires have Taught Us About Nuclear Winter". Eos, Transactions, American Geophysical Union 87 (52 Fall Meet. Suppl)
  7. Toon, Turco, Robock, Bardeen, 2007. "Dilaoskadurioù moged uhel a zo suj da embann an energiezh krouet gant trelosk entanet ha n'eo ket un darzhadenn nukleel"., "...ar strinkoù moged don er stratosferenn a-us da Florida hag a oa deuet un nebeud devezhioù a-raok tanoù-gwall Kanada a brou n'eo ket bet kollet kalz partikulennoù ar moged e-kerzh ar strink er stratosferenn (pe e-pad ar fiñv war milieroù a gilometroù er stratosferenn)."