Gouezeled

Gouezeled a reer eus ar Gelted o vevañ en Iwerzhon, e Bro-Skos hag e Manav, abaoe an Neolitik. Diwar ar ger "Gouezel"-se eo deveret ar ger gouezeleg a ya da envel ar yezhoù keltiek komzet er broioù-se betek hon amzer.
Amprestet e voe ar ger Gouezel digant ar c'hembraeg e deroù an XXvet kantved[1] Er yezh-se e kaver ar ger Gwyddel, abaoe an XIIvet kantved, evit ober anv eus Iwerzhoniz.[2].
Emañ kavell yezh ha sevenadur ar Ouezeled en Iwerzhon, hag en em ledet eo e mervent Bro-Skos. Er Grennamzer e teuas ar sevenadur-se da ren war al lodenn vrasañ eus Bro-Skos hag en enez Manav. Diwezhatoc'h e voe saoznekaet an dud-se alies hag ar saozneg a zistroadas ar yezhoù gouezelek. Diskennidi Gouezeled gwechall zo en em strewet e Breizh-Veur hag er broioù a oa en he impalaeriezh trevadennel, betek Amerika pe Aostralia.
E Bro-Skos e reer kalzik gant "Gaels", ar ger saoznek kevatal, evit ober anv eus diskennidi ar Ouezeled, ha pa ne ouifent ket gouezeleg hiziv an deiz.
Notennoù
- ↑ Notennou diwar-benn ar Gelted koz, Sketla Segobrani
- ↑ Geiriadur Prifysgol Cymru
Gwelet ivez


Gwelout ivez : Ar Gelted • Ogham • Yezhoù keltiek • Rouantelezhioù brezhon • Enez Vreizh • Galia