Hamadriadezed
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/4/42/Panmosaic.jpg/220px-Panmosaic.jpg)
An Hamadriadezed[1] eo nimfezed ar gwez.
An anv
Ἁμαδρυάδες / Hamadryádes, pe Ἀδρυάδες / Adryádes e oa o anv e henc'hresianeg.
Piv int
Ur rumm driadezed int, hag ar re-se zo ivez ur rumm nimfezed. Stag int ouzh ur wezenn, bevañ a reont dindan ar ruskenn. Ma varv ar wezenn e varvont ivez raktal. Se zo kaoz e vez kastizet ar re a ra droug d'ar gwez gant an driadezed hag an doueed. Kement-se a c'hoarvezas gant Erysic'hthon.
Anaout a reer eizh Hamadriadenn, merc'hed Oksylos ha Hamadryas:
- Karya, plac'h ar gwez-kraoñ
- Balanos ()
- Kraneia (gwez hili-ho)
- Morea (gwez-mouar)
- Aigeiros (pupli du)
- Ptelea (evlec'h)
- Ampelos, plac'h ar gwini
- Syke, plac'h ar fiez.
Liamm diavaez
Preview of references
- ↑ Hamadruadenn e Geriadur Vallée.