Harpo Marx
Harpo Marx, e 1931.
Harpo[1] Marx, bet ganet Adolph[2] Marx e New York (Stadoù-Unanet Amerika) d'an 23 a viz Du 1888 hag aet da Anaon e Los Angeles (Kalifornia) (SUA) d'an 28 a viz Gwengolo 1964, a oa un aktour (sinema ha skinwel), ur jestraouer hag ur soner stadunanat.
A-gevret gant e vreudeur Chico, Groucho, Gummo ha Zeppo e kemeras perzh er strollad fentigellourien chin Marx Brothers.
Notennoù ha daveennoù
- ↑ Dont a ra an anv Harpo eus hini an delenn (harp e saozneg), ar benveg seniñ a blije ar muiañ da Adolph Marx.
- ↑ E 1911 e kemmas e anv-bihan en Arthur dre ma tisplije hini Adolphe dezhañ.