Harz-tennañ

Gwellaat ar pennad-mañ a vo ret a-raok ma vo gallet lavarout ez eo ur pennad a live holloueziadurel, ken e-keñver danvez, ken e-keñver brezhoneg.
Ma fell deoc'h reiñ hoc'h ali, resisaat petra zo da wellaat, grit e pajenn ar gaozeadenn.

  • Pa vo bet graet ar gwellaennoù e vo ret dilemel ar patrom-mañ.

A harz-tennañ, harz-tennadeg pe treverz[1] a c’hell degas un arsav amzeriat d'ur brezel gant m'eo bet savet un emglev etre an daou gostez evit ma vo lakaet a-ispilh oberoù argadiñ, hag e c’hell bezañ staliet, koulz etre oberourien a-berzh Stad hag etre tud hep kefridi ofisiel.

Amveziadoù hollek

Ne c’hell an harz-tennañ c’hoarvezout hep m’o defe an emgannerien kavet tu da sevel etredivizoù, pe war eeun, pe dre hanterouriezh tud a vez gwelet evel neptu. Gwezhall e veze tud a relijion o kinnig an hanterouriezh peurvuiañ, hag e kinnigent azeulvaoù evit eskemm war amveziadoù an harz-tennañ. Aozadurioù dreiststadel, evel an Aozadur ar Broadoù Unanet pe ar Groaz Ruz, pe stadoù neptuek, a c’hell kinnig ur bod evit an divizoù hiziv.
Bez ez eus harzoù-tennañ amzeriat gant un termen rakjedet ha reoù all didermen, koulskoude p'eo an harz-tennañ un arsav d’an emgann, n’eo ket ken solut hag un arsav-brezel a ya da embann m’eo echu ar brezel ent-furmel.

Depend a ra padusted an harz-tennañ eus an disentezioù approuet : daoust hag-eñ e saver un takad disoudard, emdennadenn ar bagadoù soudarded, gwarantoù un trede perzh, ezezhiadur an arsav gant arsellerien, treugennadoù evit herzel ouzh droukdegouezhioù diratozh.

Notennoù

  1. Dre astenn e vez implijet treverz evit ehannoù e-kreiz taladurioù a-bep seurt.