Holen

Holen
Strinkennoù holen a-dost
Bernioù holen e Bolivia
Holen eus Nervouster nevez dastumet
Ur gador "Tad-kozh", a oa un arc'h evit an holen ivez.

An holen a zo ur maenad kloridenn sodiom (NaCl) dreist-holl hag a zo ret evit ma vefe buhez war an douar, met a-nebeudadoù. Fall e teu da vezañ d'al loened ha d'ar plant pa vez re anezhañ.

Un temz-boued eo ivez, unan eus ar re goshañ hag ar re voutinañ er bed. Implijet e vez ivez evit ar salerezh, a zo un doare da virout ar boued.
Meur a stumm zo d'an holen a lakaer er boued : holen-taol puraet pe get, e meur a vent, blaz ha liv. Eztennet eo gant an den eus ar mor pe an douar, abaoe pell.

Istor

Pa'z eo gouest an den a-vremañ da virout e voued e boestoù pe dre ar yenijenn abaoe ur c'hant vloaz bennak nemetken, an holen a oa bet an doare da virout ar boued abaoe miliadoù a vloavezhioù. Kavet eo bet war ul lec'hienn henoniel e Roumania e veze dija implijet gant tud eus an Neolitik eus sevenadur Cucuteni-Trypillia war-dro 6050 kent JK[1]. Ul lec'hienn broduiñ all a zo bet kavet e rannvro Shanxi, e Sina, a zo ker kozh all.

Eus ar Grennamzer d'an Dispac'h gall e oa un tailh war an holen e Bro-C'hall anvet an dell-holen (gabelle e galleg). Ne oa ket anezhi e Breizh avat, neuze e oa kalz floderien etre an div vro, da skouer war Marzoù Breizh.

Rummoù

Holen naturel

Pa n'eo ket bet puraet an holen e chom gant holl e vaenadoù naturel, ha yac'hoc'h eo eta, pinvidikoc'h e magneziom hag e louc'helfennoù. Menegomp ar flour-holen a zo dornzastumet e paludoù. Brudet eo hini Gwenrann da skouer.

Holen puraet

Puraat an holen a ro un holen gwenn-kann ha munut, met kollet gantañ e berzhioù boued hag ouzhpennet ennañ harperioù ha danvez fluoret ha iodet. Implijet e vez ar muiañ gant an dud er bed avat. Implijet e vez ivez evit produiñ paper, gwiadoù, soavon ha skarzherioù.

Holenn-taol

An holen-taol a zo un holenn puraet, 95% pe ouzhpenn kloridenn sodiom ennañ. Graet e vez gantañ e keginerezh broioù ar c'hornôg. Kavet e vez alies war an taolioù gant ar pebr.

Pa'z eo bras ar greunioù e vez kaoz eus holen kras, holen glas, holen gros, pe holen rous. A-hend-all eo "holen fin". Gallout a ra bezañ holen gwenn pe holen gris.

Teknikoù produiñ

  • Holenn-maen : ur gwiskad maenad kalz holen ennañ eo, graet pell-pell zo dre ziaezhennadur lennoù pe morioù diabarzh. Eztennet e vez eus ur vengleuz pe dre ensinklañ dour.
  • Holen-mor : produet eo dre ziaezhennañ an dour mor en ur palud.
  • Gallout a reer tennañ an holen end-eeun eus ar mor dre an hili, da lâret eo dour gant kalz holen ennañ.
Ul lestr o kargañ holen en Areia Branca, Brazil

Evit keginañ hag all

Implijet e vez an holen evit temzañ ar meuzioù ha mirout ar boued : an irvin, ar c'hig (kaoz vez neuze eus "kig-sezon"), ar pesked (harink, moru...). Evit dierc'hañ pe diskornañ an hentoùevez implijet holen ivez.

Skouerioù meuzioù ma vez graet gant holen : braog pe glazenn pobet en holen...

A bep seurt

  • 35 g/l eo holenegezh an dour mor well-wazh, met ar morioù serr pe peuzserr a zo kalz nebeutoc'h pe muioc'h a holen enno, evel ar Mor Baltel (10 g/l) pe er c'hontrol ar Mor Marv (330 g/l) hag ar Mor Ruz, sallañ mor ar bed.
  • En Testamant Nevez, Jezuz a gomz eus "holen ar bed" evit an Iliz pe ar Gristenien.
  • Bagad Holen Mor, eus Gwenrann.

Troioù-lavar

  • Ali hag holen / A roer d'an hini a c'houlenn.

Gwelit ivez

Notennoù

  1. Antiquity.ac.uk Olivier Weller & Gheorghe Dumitroaia : The earliest salt production in the world: an early Neolithic exploitation in Poiana Slatinei-Lunca, Romania.


Liammoù diavaez