Inês Pires

Inês Pires Esteves a oa pried-kleiz João Iañ, Roue Portugal.

He buhez

Merc'h e oa da Pero Esteves, un calzolaio yuzev deuet eus Kastilha, ha da Maria Anes[1]. Serc'h e oa da Yann d'Aviz, mab bastard d'ar roue Pedro Iañ Portugal ha mestr Urzh San Benedetto d'Avis.
Un tamm a-raok ganedigezh he merc'h e voe anvet he fried-kleiz da roue e 1385.

He bugale

Daou vugel he doe[2]:

  • Afonso Portugal, anavezet ivez evel Afonso Iañ de Bragança (1377 - 1461), 8vet kont Barcelos, 1añ dug Bragança ha diazezour Tierniezh Bragança.
  • Beatriz (1386 - 1447), a zimezas da Thomas FitzAlan, unnekvet kont Arundel.

Eured

Dimeziñ a reas ar roue da ur briñsez saoz, Philippa of Lancaster e miz C'hwevrer 1387. War-dro he lezvugale e reas ar rouanez.


Notennoù

  1. http://www.geneall.net/P/per_page.php?id=11749
  2. http://www.geneall.net/P/per_page.php?id=11749