Inizi Marshall

Inizi Marshall (M̧ajeļ e marchalleg, Marshall Islands e saozneg), ent-hir Republik Inizi Marshall (Aolepān Aorōkin M̧ajeļ e marchalleg, Republic of the Marshall Islands e saozneg), a zo ur stad enezek eus Mikronezia. Un tregont atoll bennak hag ur 1 100 enezenn bennak a ya d'ober ar vro. 163 174 a dud a oa o chom enno e 2008. Un stad dizalc'h eo deuet da vezañ e 1986. Majuro eo ar gêr-benn. Arc'hañ a ra gouarnamant ar vro-mañ Enez-Wake a zo melestret gant Stadoù-Unanet Amerika.
An douaroniezh


Emañ an inizi en norzh da Nauru ha Kiribati, er reter da Stadoù Kevreet Mikronezia, hag er su da Enez Wake, un tiriad melestret gant ar Stadoù-Unanet, met a zo arc'het gant gouarnamant Inizi Marshall. 29 atoll ha 5 enezenn digevannez a ya d'ober ar vro. Daou strollad inizi a zo: aridennad Ratak (ar sav-heol) ha hini Ralik (ar c'huzh-heol).
E-touez an inizi didud emañ Atoll Bikini.

Melanezia : Fidji • Kaledonia-Nevez • Papoua Ginea-Nevez • Papoua ar C'hornaoueg • Inizi Salomon • Vanuatu
Mikronezia : Guam • Hawaii • Kiribati • Inizi Mariana an Norzh • Inizi Marshall • Atoll Midway • Stadoù Kevreet Mikronezia • Nauru • Palau • Wake
