Inkaed
Pa oa degouezhet ar Spagnoled e Suamerika, e fin ar XVIvet kantved, an Inkaed e oa ar brasañ impalaeriezh bet gwelet morse e Suamerika. O bro, gwriziennet war-dro al lenn Titicaca e 1197, a zeuas da vezañ, dindan ur c’hantved, un impalaeriezh astennet war an darn vrasañ eus an Andoù. Taget e voe gant ar c'honkistador Fransisco Pizarro adal 1532. Ganet eo an impaleriezh Inka e penn kentan an XIIIvet kantved tro-dro Cuzco (e Perou bremañ).