Iperit
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/4/4c/Sulfur-mustard-3D-vdW.png/200px-Sulfur-mustard-3D-vdW.png)
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/2/2c/Gaz_moutarde_formule.png)
An iperit, pe gaz moustard, pe gaz sezv, a zo un arm kimiek bet implijet e-pad ar Brezel-bed kentañ ha diwezhatoc'h betek bremañ.
Armeoù implijet ar gaz sezv ganto
- an tirluoù gall, breizhveuriat ha alaman e-pad ar Brezel Bras
- Bro-C'hall ha Bro-Spagn e-pad Brezel ar Rif e Maroko etre 1921 ha 1927
- arme Irak an diktatour Saddam Hussein e Kurdistan e miz Gouere 1983 (lazhadeg Halabja), hag e-pad ar brezel Iran-Irak
Lennegezh
En dastumad Dremm an Ankou gant Abeozen, an danevell anvet Uperid a glask damskeudenniñ ar poanioù gouzañvet gant ar soudarded bet flemmet gant an aezhenn-vougus ha loskus-se (an div drederenn eus an eil-rann-armead hervez ar skrid). Displegañ a ra penaos ar gaz a gare da gentañ tout al lec'hioù mouest war ar c'hroc'hen, en o zouez an organoù gourel ha penaos eta ul lod mat a baotred a zo bet tonket da vezañ amdroc'het pe spazhet zoken.