Itaka

  • ██ Itaka
  • Itaka (e gregach: Φεάκη pe Ἰθάκη, Ithákê; e gresianeg a-vremañ: Ιθάκη, Itháki distaget /i"tak:\a/[1]), zo un enezenn eus ar Mor Ionian, er c'huzh-heol da Hellaz an douar-bras, hag er gevred da Gefalonia. Bez' ez eo unan eus an Inizi Ionian ha tost da 5 000 a dud zo o chom enni evit ur gorread a 96 km². Vathy eo he c'hêr-benn.

    Mojennoù

    Hervez Odysseia Homeros e oa Odysseüs, roue Itaka, o klask distreiñ d'e rouantelezh pa oa echu brezel Troja, met chom a reas da gantren er Mor Kreizdouarel, pan edo e wreg Penelope ouzh e c'hortoz er gêr hag o klask dizarbenn he danvez-priedoù.

    Al lec'h mojennel a oa Odysseüs e roue zo disheñvel diouzh an enezenn anvet Itaka hervez ar glaskerien a-vremañ[2].

    Istor

    Gwel eus Itaka gant Vathy, ar gêr-benn.
    • War-dro 2000 bloaz a-raok JK ez eus bet kavet roud eus annezidi en enezenn. Tost da gêriadenn Pelikaté ez eus bet dizoloet un toullad mat a vezioù eus mare an Helladik krenn hag eus ar Mykenian, ha mogerioù kiklopeat. E lec'hioù all ez eus bet diguzhet podoù pri eus ar mare geometrek (trebezioù).
    • 200 vloaz kent JK e oa an enez e dalc'h ar Romaned.
    • Goude se e voe e-kerz Impalaeriezh roman ar Reter.
    • En XIIvet kantved e oa perc'hennet gant Normaned Sikilia. Ur pennadig e voe e dalc'h an Impalaeriezh otoman, a-raok bezañ dindan aotrouniezh Republik Venezia.
    • E dibenn an XVIIIvet kantved e tegouezhas etre krabanoù republik nevez Bro-C'hall met e 1809 e voe distroadet ar C'hallaoued gant ar Saozon.
    • E 1864 e voe "roet" Itaka gante da Vro-C'hres.
    • E 1953 e voe distrujet an darn vrasañ eus batisoù an enez gant ur c'hren-douar.

    Pennadoù kar

    Notennoù ha daveennoù