Jirafenn

Jirafenn

G. c. angolensis


Chalus (VU)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Artiodactyla
Isurzhad : Ruminantia
Kerentiad : Giraffidae
Genad : Giraffa
Anv skiantel
Giraffa camelopardalis
Linnaeus, 1758
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Ar jirafenn (Giraffa camelopardalis) zo ur bronneg daskirier a vev en Afrika issahariat. Emañ ar jirafenned er c'herentiad Giraffidae, asambles gant an okapied.

Kavet e vez jirafenned eus kreisteiz ar Sahara betek Transvaal Suafrika). Aet int da get el lodenn vrasañ eus kornôg Afrika, estreget e Niger.
Bevañ a reont en un endro sec'h, en takadoù gant gwez kasia.

Deskrivadur

Ar bronneg uhelañ eo war an Douar hiziv an deiz.
Ar par a c'hell bezañ betek 5.7 metr bras : 3.3 m ouzh an draen hag ur gouzoug 2.4 m. Ar barez zo 1 metr bihanoc'h well-wazh. Etre 1 ha 2 donenn a bouez zo enne.
Ar jirafenn nevez-c'hanet zo 2 m ouzh an draen ha war-dro 50 kg.

Liesseurt eo marelladur ar vlevenn, ha cheñch a ra gant pep isspesad. Servijout a ra d'al loen da guzhat en endroioù disheñvel.
Evel en darn vrasañ eus ar bronneged ez eus 7 mell ar gouzoug er jirafenn. Fin ha hir eo he lost, ur guchennad vlev du en e benn. Ober a ra gantañ evit skarzhañ kuit ar c'helien hag amprevaned all. Kerniel zo gant ar par koulz ha gant ar barez : re ar barez zo ur guchennad vlev en o beg ; re ar par zo moal rak kollet e vez ar bouchad blev en emgannoù.

Isspesadoù


Tiriad pep isspesad jirafenn

Meur a isspesad zo, disheñvelaet dre o ziriad ha dre liv ha stumm marelloù o blevenn.

Dazont ar jirafenned

Koaz zo ne vije ken a jirafenned a-benn ar bloaz 2100[1].

Notennoù

  1. (fr) Atlantico