Jud (abostol)

Sant Jud Tade, gant Georges de La Tour.

Jud a oa unan eus daouzek abostol Jezuz, hervez an Testamant Nevez.

Setu ar pezh a lenner diwar e benn e Troidigezh an Testamant Nevez dindan renerezh Maodez Glanndour :

"Kavout a reomp ano Jud[1],[2] pe kentoc'h Youda[3] e-touez an Daouzek Abostol : anvet e vez c'hoazh Thadde[4],[5] (= va dudi) e Mazhev 10,3 ha Mark 3, 18, evit e ziforc'hañ diouzh Youda Iskariot a reomp Judas anezhañ (sel. ouzh Yann 14,22). En em ziskouez a ra evel breur (kenderv ?) Jakez, mab Alfe."

Dizemglev zo etre an hengounioù kristen a-zivout e bivelezh. Breur pe mab Jakez ? Petore Jakez ? Jakez an abostol pe Jakez eskob Jeruzalem, kar da Jezuz ?

Hervez an hengoun, goude bezañ prezeget e Palestina ez eas d'ar "broioù Arab" (e bro an Nabateiz moarvat), e Siria, e Mezopotamia hag e rouantelezh Armenia.

En ilizoù reterel zo e vez anvet Addai. Liammet e vez a-wechoù gant Simon ar Gredek a vije en em gavet gantañ e Mezopotamia goude bezañ bet o prezeg en ul lodenn eus Etiopia.

Gwelet e vez gant hengoun Armenia evel unan eus diazezourien an iliz armeniat gant Bartolome ken abred a 43.

Dizemglev zo ivez a-zivout lec'h e verzherinti. Evit lod e vefe bet merzheriet e Beirout e proviñs roman Siria, evit re all e norzh Mezopotamia, e Persia.
Resisoc'h eo ar mammennoù armeniat ma lavarer e vefe bet merzheriet Tade e Maku a oa e rouantelezh Armenia ar mare (norzh Iran bremañ), nemet e vefe bet eus un Tade all ?

Notennoù

  1. Kavout a reer ar stumm "Jud, breur Jakez" e Lukaz 6, 16 nemetken
  2. Anvet eo "Judas, breur Jakes" e troidigezh ar Bibl gant Gwilh ar C'hoad, 1897, p 889
  3. Kavout a reer ar stumm "Youda mab Jakez" en Oberoù 1,13, p. 282 troidigezh an Testamant nevez dindan renereezh Maodez Glanndour, Al Liamm 1971
  4. Skrivet Tade, p. 27, troidigezh ar Pevar Aviel, Al Liamm, 1969 ha Tadde, p. 91
  5. Anvet eo "Lebbe, lezhanvet Tadde" e troidigezh Gwilh ar C'hoad, 1897, p. 840