Jutland
Rann eus | North European Plain ![]() |
---|---|
Anv er yezh a orin | Jylland ![]() |
Anvet diwar | Juted ![]() |
Anv annezidi | jyde ![]() |
Stad | Danmark, Alamagn ![]() |
War ribl | Mor an Hanternoz ![]() |
Daveennoù douaroniel | 55°37′46″N 9°12′4″E ![]() |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Jutland ![]() |


Jutland (Jylland e daneg, Jütland en alamaneg) zo ul ledenez etre ar Mor Baltel ha Mor an Hanternoz. Mont a ra d'ober ul lodenn vras eus Danmark (al lodenn gevandirel anezhañ) ha lodenn hanternosañ Schleswig-Holstein en Alamagn. En hanternoz d'al ledenez emañ ar Skagerrak, er biz ar c'h-Kattegat hag er reter inizi Danmark er Mor Baltel.
Plaen a-walc'h eo ar rannvro, gant torgennoù izel ha taouarc'hegi. En em ledañ a ra war 29 775 km2 hag annezet eo gant 2 491 852 den (e 2004).
Al lodenn greisteiz anezhi, zo e hanternoz Schleswig-Holstein, zo bet tro-ha-tro e dalc'h Alamagn pe Danmark a-hed ar c'hantvedoù. Ar wech diwezhañ ma voe ur c'hemm beli a voe war-lerc'h ar Brezel Bed Kentañ, pa voe staget hanternoz Schleswig ouzh Danmark goude ur vouezhiadeg.
Dont a ra an anv Jutland eus anv ar Juted, ur bobl c'herman a oa o vevañ eno er Vvet kantved.