Kab ar Spi Mat
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/2/21/Puzzle_stub_cropped.png/36px-Puzzle_stub_cropped.png)
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/2/2b/Cape_of_Good_Hope.jpg/250px-Cape_of_Good_Hope.jpg)
Ur c'hab brudet war aodoù su Suafrika eo Kab ar Spi Mat e penn Ledenez ar C'hab. Cape of Good Hope eo an anv saoznek.
Istor
Ar c'hentañ Europat a dizhas ar c'hab-se e voe ar Portugalad Bartolomeu Dias e 1487. Anvet e voe gantañ Kab ar C'horventennoù, a voe adanvet Kab ar Spi mat da-c'houde gant ar roue João II, peogwir e oa an nor etre ar Meurvor Atlantel ha Meurvor Indez, hag e oa goanag da dizhout an Indez.
Krouet eo bet diwar stagadur un enezennig roc'hellek d'an aod. E 1497 e korntroias Vasco da Gama ar c'hab pa skoas war-du an Indez dre an hent dianavezet-se. Nepell diouzh al lec'h emañ Kêr-ar-C'hab, ur gêr veur, kêr-benn proviñs Kornôg ar C'hab.
Koll e vuhez a reas Bartolomeu Dias en ur peñse tost dezhañ e 1502 war-lerc'h ur gorventenn.
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/b/b7/Agulhas-Map.jpg/250px-Agulhas-Map.jpg)
Hollandiz
Dont a reas ar marc'hadour Jan van Riebeeck da sevel un tamm trevadenn d'ar 6 a viz Ebrel 1652, a zeuas da vout Kêr ar C'hab.