Kalkoliteg

Oadvezhioù ragistorel
Holosen   La Tène   Kentistor
  Hallstatt
Oadvezh an houarn
  Diwezh Oadvezh an arem  
  Krennoadvezh an arem
  Henoadvezh an arem
Oadvezh an arem
    Kalkoliteg    
  Nevezoadvezh ar maen Ragistor
Krennoadvezh ar maen / Epipal.
Pleistosen     Henoadvezh diwezhañ ar maen  
    Henoadvezh krenn ar maen
    Henoadvezh koshañ ar maen
  Henoadvezh ar maen
Oadvezh ar maen

Ar C'halkoliteg zo ur prantad eus ar c'hentistor[1].

Savet e oa an anv « Kalkoliteg » gant ar ragistorourien diwar ar gwrizioù henc'hresianeg khalkos (kouevr) ha lithos (maen). Ar c'halkoliteg zo anezhañ eta ar prantad ma veze implijet binviji e maen dreist-holl met ivez a-wezhioù traezoù e kouevr labouret, ar pezh zo ur perzh dibar, en arkeologiezh, eus sevenadurioù zo eus diwezh an Neolitik en Europa.

Implijet a-wezhioù gant ur ster kronologek e talvez ar C'halkoliteg kement hag un « Oadvezh ar c'houevr » diwirheñvel. Ar fed ma kaver d'ar memes mare sevenadurioù kalkolitek, neolitik hag eus Henoadvezh an arem e tachennoù tost, e Bro-C'hall da skouer, a ziskouez e vefe ur fazi soñjal en un hevelep Oadvezh ar c'houevr.


Notennoù

  1. Marcel Otte, La Protohistoire, De-Boeck / 2008, ISBN 978-2-8041-5923-8


Levrlennadur

  • Dictionnaire de la Préhistoire, sous la direction d'André Leroi-Gourhan, Paris, 1994.
  • Marcel Otte, La Protohistoire, De-Boeck / 2008, ISBN 978-2-8041-5923-8