Kastell Herstmonceux

Kastell Herstmonceux
kastell
Deiziad krouiñ15. century Kemmañ
Anv er yezh a orinHerstmonceux Castle Kemmañ
StadRouantelezh-Unanet Kemmañ
E tiriadHerstmonceux, Eastbourne Kemmañ
Kontelezh istorelKontelezh Sussex Kemmañ
Daveennoù douaroniel50°52′13″N 0°20′21″E Kemmañ
Danvez implijetBrikenn Kemmañ
OccupantRoyal Observatory Kemmañ
Statud gladelGrade I listed building, scheduled monument Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.herstmonceux-castle.com/, https://www.herstmonceux-castle.com/ Kemmañ
Daveennoù an Ordnance SurveyTQ6465210335 Kemmañ
Rummad evit ar c'hartennoùCategory:Plans of Herstmonceux Castle Kemmañ

Kastell Herstmonceux a zo ur c'hastell lec'hiet e Herstmonceux e Reter Sussex. Unan eus ar savadurioù kentañ savet e brik e Bro-Saoz eo, er bloaz 1441. War e bark e oa Arsellva ar Roue Greenwich etre 1957 ha 1988.

Arsellva Roueel Greenwich

Sell eus an oabl eus Arsellva Roueel Greenwich en Herstmonceux; an Bolz Isaac Newton eo ar bolz a-zehoù
Arsellva Roueel Greenwich en Herstmonceux

An Arsellva Roueel a oa bet lakaet da sevel gant ar roue Charlez II e Greenwich e 1675.[1] Siwazh an aozioù evit arsellout adalek Greenwich a oa bet war wasaat dre ledañ kêrel Londrez, ha steuñvioù a oa bet savet e penn kentañ an XXvet kantved evit fiñval an arsellva en ul lec'h war ar maez gant un oabl teñvaloc'h. Kastell Herstmonceux hag an domani a oa bet lakaet e gwerzh gant ar berc'hennerien brevez ha gwerzhet e oant bet e 1946 d'an Amiraliezh. A benn neuze e oa bet implijet an arsellva roueel en anv d'ar gouarnamant saoz. Dek vloaz a oa bet ezhomm evit dilojañ an arsellva, hag echuet e oa bet e 1957. Savadurioù nevez a voe krouet dindan ar c'hastell. An ensavadur e Kastell Herstmonceux Castle a oa anvet the Royal Greenwich Observatory, ha chomet e oa eno betek 1988, ar bloavezh-se e oa bet dilojet an arsellva e Cambridge.[2]

Notennoù ha daveennoù

  1. History of The Royal Observatory. The Observatory Science Centre.
  2. Royal Greenwich Observatory Archives. Cambridge University Library.